Die Brücke

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skritell gant Fritz Bleyl da-geñver diskouezadeg kentañ Die Brücke e 1906
Manifesto Die Brücke, 1906

Die Brücke (Ar pont) a oa ur strollad arzourien alaman savet e Dresden e 1905. E-touez krouerien ar strollad e oa Fritz Bleyl, Erich Heckel, Ernst Ludwig Kirchner ha Karl Schmidt-Rottluff. Goude-se e voe izili all : Emil Nolde, Max Pechstein hag Otto Mueller. Bras e voe levezon Die Brücke war emdroadur an arz modern en XXvet kantved, ha diwarnañ e tiwanas an eztaolouriezh.[1]

Istor[kemmañ]

Savet e voe Die Brücke e 1905 gant pevar studier war an arkitektouriezh : Fritz Bleyl (1880-1966), Erich Heckel (1883-1970), Ernst Ludwig Kirchner (1880-1938) ha Karl Schmidt-Rottluff (1884-1976). Kejañ a rejont e Königliche Technische Hochschule Dresden, ma studie Kirchner ha Bleyl abaoe 1901 ha ma oant deuet da vezañ mignoned.[2] Divizout a raent war an arzoù hag e studijont ivez an natur.[2] Boutin e oa o mennozhioù war veur a dachenn.[3] Kirchner a gendalc'has gant e studioù e München e 1903-1904 hag e tistroas da Dresden e 1905 a-benn tapout e ziplom. .[4] Ouzhpenn an arkitektouriezh e veze desket an tresañ, ar perspektiverezh hag istor an arzoù.[5]

Fellout a rae da izili Die Brücke tremen dreist d'an arz akademiek hengounel ha kavout un doare nevez da ezteurel hag a vefe evel ur pont etre an amzer-dremenet hag an amzer-vremañ (sed orin an anv).[3] Dedennet e oant gant arzourien an amzer-dremenet evel Albrecht Dürer, Matthias Grünewald ha Lucas Cranach gozh, koulz ha gant luskadoù rakward etrebroadel o amzer.[3] Da ziskouez o liamm ouzh arz hengounel Alamagn e stagjont en-dro gant teknikoù kozh evel ar c'hoadengraviñ.[3] Diazezet e oa stil arzourien ar strollad war implij livioù flamm, skeudennoù rust ha levezon an arz kentidik.Da gentañ e savjont oberennoù war dem ar vuhez e kêr. Goude-se ec'h aozas Müller beajoù da su Alamagn hag e savjont oberennoù ma tiskouezent tud en o noazh ha gweledvaoù. Ouzhpenn sevel koadengravadurioù ec'h ijinjont al linoengraviñ.[6]

Izili gentañ ar strollad en em stalias en ur c'harter eus Dresden ma oa micherourien, rak fellout a rae dezho en em zizober diouzh o endro bourc'hiz. Erich Heckel a gavas ur gigerezh er Berlinerstrasse e Friedrichstadt, hag e voe lakaet da stal-labour.[7]

Izili ar strollad livet gant Ernst Ludwig Kirchner 1926/7

Stal-labour Kirchner a zeuas da vezañ ul lec'h ma veze diskaret ar boazioù sokial : darrempredoù-korf dibad a veze, hag alies e veze an dud en o noazh.[3] Aozet e veze prantadoù tresañ tud en o noazh ma kemer eperzh holl izili ar strollad. N'eo ket patromoù a-vicher a zeue, met tud a anavezent: an drummded eo a glaskent.[3] Bleyl a venegas ur plac'h 15 vloaz anvet Isabella, hag a oa amezegez dezho evel un den buhezek, laouen ha krofet-brav, hep an distummadurioù degaset gant giz ar gwiskañ rokedennoù. Klotañ a rae mat-tre gant hon ezhommoù arzel."[8]

Savet e voe ur manifesto (savet gant Kirchner dreist-holl) gant ar strollad. Engravet e voe er c'hoad. Ennañ ec'h embannent e oa ur remziad nevez "a felle dezhañ bezañ dieub en e arz hag en e vuhez, distag diouzh an nerzhioù kozh ha diazezet."[3]

E miz Gwengolo hag e miz Here 1906 e voe aozet diskouezadeg kentañ ar strollad e diskouezva K.F.M. Seifert and Co. e Dresden. Merc'hed en o noazh eo a oa an tem pennañ.[8]

Emil Nolde (1867-1956) ha Max Pechstein (1881-1955) az eas er strollad e 1906. Bleyl a zimezas e 1907 ha da-heul e kuitaas ar strollad.[2] Otto Mueller (1874-1930) az eas er strollad e 1910.

Marzella gant Ernst Ludwig Kirchner 1909-10

Etre 1907 ha 1911 ez eas izili Die Brücke da gas o hañvezhioù e-kostez lennoù Moritzburg war enezenn Fehmarn.[4] E 1911 e tilojas Kirchner da vBerlin, ma savas ur skol-arzoù prevez anvet MIUM-Institut, asambles gant Max Pechstein. Fellout a rae dezho aozañ ar "Moderner Unterricht im Malen" (kelenn modern an arzoù). Ne rejont ket berzh ha serret e voe ar skol bloaz goude.[4]

E 1913 e skrivas Kirchner Chronik der Brücke ha divodet e voe ar strollad.[4]

Ur strollad warlerc'hiad, anvet Dresdner Sezession, a voe krouet e 1919. Ennañ e oa al livour Conrad Felixmüller. Die Brücke a voe unan eus an daou strollad arzourien alaman ma voe diazezet an eztaolouriezh, an eil hini o vezañ Der Blaue Reiter savet e München e 1911.

Notennoù[kemmañ]

  1. "The Artists' Association 'Brücke'", Brücke Museum
  2. 2,0 2,1 2,2 "Fritz Bleyl (1880-1966)", Brücke Museum.
  3. 3,0 3,1 3,2 3,3 3,4 3,5 3,6 "Kirchner - Expressionism and the city", Royal Academy, 2003.
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 "Ernst Ludwig Kirchner", Brucke Museum.
  5. "The Student Years of the Brücke and their Teachers", ingentaconnect.com (abstract of book by Peter Lasko), in Art History, Volume 20, Number 1, miz Meurzh 1997, pp. 61-99.
  6. "Artists by Movement - Die Brücke", artcyclopedia.com.
  7. Peter Selz, German Expressionist Painting, Berkeley: University of California Press, 1957, p. 78
  8. 8,0 8,1 Simmons, Sherwin. "Ernst Kirchner's Streetwalkers: Art, Luxury, and Immorality in Berlin, 1913-16", The Art Bulletin, miz Meurzh 2000, findarticles.com.


Liammoù diavaez[kemmañ]