Erich Heckel

Eus Wikipedia
Poltred ur den, koadengravadur livet gant Erich Heckel, 1919

Erich Heckel (31 a viz Gouere, 1883 e Döbeln27 a viz Genver 1970 e Radolfzell am Bodensee) a oa ul livour hag un engraver alaman a voe e-touez krouerien Die Brücke.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1905 e voe Heckel e-touez krouerien Die Brücke. Evel izili all ar strollad e prizie kalz oberennoù Edvard Munch, ha fellout a rae dezhañ sevel ur "pont" etre al livañ nevezromantel alaman hag al livañ eztaolour modern. Pevar diazezer ar strollad a savas kalz engravadurioù, peogwir e oa un doare da sevel buan oberennoù marc'had-mat. E-pad lod brasañ e vuhez e savas engravadurioù.

E 1937 e v oe lakaet e oberennoù da arz disteraet gant an Nazied : ouzhpenn 700 eus e oebrennoù a voe lemet diouzh mirdioù Alamagn, ha difennet e voe outañ diskouez e oberennoù d'an dud. A-benn 1944 e oa bet distrujet holl e goadengravadurioù.

Goude an Eil Brezel-bed edo o chom e Hemmenhofen, hag e kelennas en Akademiezh Karlsruhe betek 1955.

Evel lod brasañ izili Die Brücke e savas kalz engravadurioù : e katalog Dube diwar e benn e konter 465 koadengravadur, 375 engravadur ha 400 maendresadenn. Ouzhpenn 200 eus an oberennoù-se a voe savet e-pad seizh bloavezh diwezhañ e vuhez.

Un diskouezadeg vras anvet Erich Heckel - E oberennoù er bloavezhioù 1920, a voe aozet eus miz Here 2004 da viz C'hwevrer 2005 er Mirdi Brücke e Berlin.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.