David Guetta
| David Guetta | |
|
David Guetta
|
|
|
|
|
| Ganet | 7 a viz Du 1967 Pariz, |
|---|---|
| Micher(ioù) | DJ, produer sonerezh |
| Doare(où) | House Electro house |
| Bloavezhioù oberiant | Abaoe 1984 |
| Label(ioù) | EMI Gumprod Astralwerks(US)[1] Ultra Records |
| Lec'hienn ofisiel | davidguetta.com |
|
|
|
| Endro | Cathy Guetta Joachim Garraud Fred Rister Will.I.Am Chris Willis |
| kemmañ |
|
Ganet eo bet David Guetta d'ar 7 a viz Du 1967 e Pariz. Resevet en deus kalz prizioù, evel da skouer « Gwellañ Dj House er bed » gant ar Magazin « Dj Mag » evit an trede bloavezh diouzh renk.
E 2009 eo bet an arzour gall en deus gwerzhet ar muiañ a albomoù er bed : ouzhpenn 7 milion a bladennoù, ur rekord evit un DJ.
[kemmañ] Skrid Buhez
Kregiñ a ra ar muzik d'e 17 vloaz, evel Disc Jockey e meur a voest-noz lec'hel evel ar Factory, e Bro-Bariz. Dont a ra d'en em staliañ e Pariz, ha stagañ a ra gant c'hoari er Broad, ur voest-noz gay. Dont a ra ar Broad da vezañ re vihan abalamour d'ar berzh a ra gouelioù David Guetta. Krouiñ a ra nozvezhiadoù Unity er Rex-Club a zegas brud dezhañ.
Ar wech kentañ ma weler anezhañ en tele eo war FR3 d'an 8 a viz Genver 1991 en abadenn La Classe. Meskañ a ra titl Nation Rap gant Sidney.
Gant e genlabourer Kien en deus anavezet er Broad e krou gouelioù Princess Of The World er voest-noz Central (aet da Queen hec'h anv diwezhatoc'h).
E 1994 e kenlabour Cathy Guetta ha Franck Maillot gant David ha Kien evit gouelioù ar Bataclan, ma treuzfurmont ar sal vrudet en un voest-noz cool.
A-drugarez d'ar Bataclan e vo brudet David ha Cathy Guetta. Adalek 1996 e krog da aozañ melloù gouelioù e Berlin. E 2002 e sav e ouelioù dezhañ « Fuck Me I'm Famous » (Fouzhit ac'hanon Brudet on) gant e wreg Cathy Guetta. Tennañ a ra splet eus e vrud evit stagañ gant beajiñ er bed a-bezh.
E album kentañ Just A Little More Love gant ar muzik Love Don't Let Me Go gant Chris Willis a werzh dre ar bed. An eilvet album Pop Life a vo ken brudet all gant an titl Love Is Gone.
Un trede album, One Love e anv, a grog da enrollañ e fin 2008. Sinañ a ra ar mailh a arzour er bed a-bezh. Kanaouennoù Sexy Bitch (gant Akon), Memories (gant Kid Cudi) ha When Love Takes Over (gant Kelly Rowland) a gas an album da renk kentañ ar gwerzhioù e 17 bro kerkent ha ma teu er-maez.