Queen (laz-seniñ)

Eus Wikipedia
Queen (1984)
Queen + Paul Rodgers (2005)

Ur strollad hard-rock eus Bro-Saoz eo Queen.

Freddie Mercury (kan), Brian May (gitar), Roger Taylor (taboulinoù) ha John Deacon (gitar boud) a oa an izili anezhañ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Genidik eo ar strollad eus Londrez. Kroget e 1968 gant Brian May, Tim staffel ha Roger Taylor en ur strollad anvet Smile.

Freddie Mercury a oa anvet er mare mañ Farrokh Bulsara a zo er memes skol arz eget Tim Staffel (krouer ar strollad smile). Kuzuliañ a ra anezho war al leurenniñ.

Smile na deu ket a-benn d’ober berzh-vat, hag e 1970, Tim Staffel aet skuizh gant o c’huitadennoù a chom a sav gant ar strollad.

Farrokh Bulsara, eñ kennebeut ne deu ket a-benn da vezañ anavezet, erlec'hiañ a ra neuze Tim. Ar strollad-se kompozet gant Freddie, Brian May, Roger Taylor a vo anvet Queen. John Deacon a deuio ar bloavezh war-lerc'h. Goude 2 vloavezh labour eo embannet kentañ albom ar strollad, anvet eo Queen. Goude-se e krogomp da gemer muioc’h muiñ a amplet, beajiñ a reont kalz e Japon, er Stadoù-Unanet, e Mec’hiko. Plijet-tre eo an dud gant o c'hanaouennoù da skouer gant (a vo adkemeret evit himn arstrollad demokratel brazil), Don’t stop me now pe c’hoazh We are the Champions.

Freddie Mercury tapet gant un danijenn skevent a varv d’an oad a 45 bloaz d’ar 24 a viz Here 1991. Abaoe Brian May ha Roger Taylor o deus kendalc’het d’ober sonadegoù a garite a-enep d’ar Sida ha labourat o deus gant Brian Rodgers. Diouzh e du eo aet John Deacon, paouezet en deus gant ar sonerezh.

Izili ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Freddie Mercury[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(5 a viz Gwengolo 1946, anv kentañ Farrokh Bulsara). Kaner ar strollad e oa hag al leader. Barrek e oa ivez evit seniñ piano. Tapet e oa e gorf gant ar Sida, mervel a ra diouzh un danijenn skevent d’ar 24 a viz Here 1991. Skeuliad sonioù e vouezh, da lâret eo an notennoù a zo etre an notenn izelañ hag hini uhellañ a c’hell Mercury kanañ, a zo hini un tenor. Ampart e oa war al leurenniñ hag un arwarzh bras en doa. Aon en doa chom e-unan. Desachet e oa gant ar rambre, ar gwiskamantoù istrogell.

Brian May[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(19 a viz Gouere 1947) Gitarour pennañ ar strollad eo ha gouzout a ra ivez kanañ ha seniñ piano. Savet en deus e-unan (gant sikour e dad) e gitar anvet Red Special.

John Deacon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(ganet d’an 19 a viz Eost 1951) Soner gitar bout e oa. Kompozet en deus un dousennad kanaouennoù. Empleget eo bet evit finañsiñ Queen hag evit merrañ ar strollad. E fin ar bloavezhioù 1990 e za Deacon war e leve.

Roger Taylor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(ganet d’ar 26 a viz Gouere 1949) Soner tempourez ha binviji skoidigezh eo. Kaner e c’hell bezañ. Kanañ a c’hell uhel-tre hag ur vouezh raouiet en deus.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Queen (1973)
  • Queen II (1974)
  • Sheer Heart Attack (1974)
  • A Night at the Opera (1975)
  • A Day at the Races (1976)
  • News of the World (1977)
  • Jazz (1978)
  • The Game (1980)
  • Flash Gordon (1980)
  • Hot Space (1982)
  • The Works (1984)
  • A Kind of Magic (1986)
  • The Miracle (1989)
  • Innuendo (1991)
  • Made in Heaven (1995)
  • The Cosmos Rocks (2008)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibabet eo bet an anv-se peogwir eo un anv bihan, pompus ha diseven : Talvezout a ra Queen rouanez met ivez heñvelreizh el langaj saoz. Le logo de Queen, « Queen crest » e saozneg, a zo bet treset gant Mercury. El logo-mañ e vez kavet azonoù zodiak pevar ezel ar strollad. 2 leon evit Deacon ha Taylor, ur c’hrank evit May ha div gorriganez evit Mercury. Al lizherenn Q enni ur gurunenn a arouez Queen. An hollad a zo dindan ur fenis o tisplegañ e zivaskell.

Don't stop me now[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ganaouenn Don't stop me now a zo bet bet embannet en albom Jazz E miz Genver 1979.

Savet eo ar ganaouenn gant Mercury o seniñ piano, Roger o seniñ tempourez ha gitar bout gant John Deacon. Brian may a ra ur solo gitar nemetken peogwir ne blije ket dezhañ ar ganaouenn.

Freddie Mercury en deus savet ar ganaouenn a zo swing gant ul lusk leun a startijenn ha meulodius-tre. Mesket eo al luskoù, sioul eo an digoradur, hag a daol trumm e krog evit gwir ar ganaouenn. Muzuliet eo bet e un doare sutil perzh ar binvioù ambrougiñ ha hini al laz-kanañ ha krouet eo bet e-giz-se ur meskaj bourrus.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.