Damien Perrotin

Eus Wikipedia

Damien Erwan Perrotin[1] a oa un emsaver breizhat, ezel eus Unvaniezh Demokratel Breizh (U.D.B.)[2], bet ganet e Sant-Nazer (Liger-Atlantel) e 1972 ha marvet d'ar 27 a viz Meurzh 2014 d'an oad a 41 vloaz goude un taol-kalon[3].
Ezel e oa ivez eus Bonedoù-ruz Gwenrann. Er wikipedia brezhonek en doa labouret ivez.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet Damien Perrotin e 1972 e Sant-Nazer. E 2005 e teue da vezañ ezel eus an UDB[4].

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tizhet gant un taol-kalon e straed ar peoc'h e Sant-Nazer ar sadorn 22 a viz Meurzh 2014. En desped d'un oberatadenn ez eo marvet ar 27 a viz Meurzh[5]. Jean-Marc Ayrault en devoa skrivet ul lizher d'e gerent. D'ar 1añ a viz Ebrel 2014 e oa bet dalc'het ul lid koun dirak ti-kêr Sant-Nazer evit enoriñ anezhañ. Ur c'hant bennak a dud a oa bet deuet[6].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Paroles étrusques liens entre l'étrusque et l'indo-européen ancien, 1999 (269 pajenn)
  • Vu des ruines, Damien Perrotin, 11 a viz Genver 2015, Sant-Nazer, embanner Penn ar Park (226 pajenn)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]