Cor Tewdws

Eus Wikipedia

Cor Tewdws pe Bangor Tewdws (da lavarout eo "skolaj" pe "skol-veur" Theodosius) a oa ur manati hag ur skol-veur e Llanilltud Fawr, e Morgannwg, e Kembre. Savet e vije bet e dibenn ar IVvet kantved, war-dro 395, ma vije neuze koshañ skol Enez Vreizh. Hiriv e kreder emañ relegoù ar manati dindan iliz Llanilltud Fawr.

Anvet e oa bet ar skol diwar anv an impalaer roman Theodosius Iañ. Hennezh, e 380, en devoa disklêriet e oa ar gristeniezh relijion ofisiel nemeti an impalaeriezh, ha dre-se lakaet fin da c'halloud ar baganiezh.
War-dro 395 e vije bet savet Cor Tewdws, war a greder eta. Da neuze e vije, evel a zo bet lavaret, koshañ skol-veur ar bed. Hogen savet e oa bet e dibenn amzervezh ar galloud roman en Enez Vreizh.

Vvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 409-410 ez eas al lejionoù roman kuit, neuze e kouezhas Iwerzhoniz ha Pikted war ar vro da breizhata, da zistruj, ha da skrapañ tud d'ober sklaved anezho.

E 446 e voe distrujet ar manati-skol, pe gant morlaeron iwerzhonat, pe gant bagadoù Saozon. Lavaret ez eus bet zoken e voe skrapet Sant Padrig eno, met kement-se zo bet ijinet moarvat : e 405 eo e oa bet skrapet Padrig, e Rheged, e-kichen Caerliwelydd.

VIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude arigrap Skol Theodosius e chomas didud e-pad 62 vloaz. War-dro 508 e voe adsavet gant Sant Illtud. Hervez Levr Llandaf eo Sant Dyfrig an hini a c'houlennas outañ adsevel ar skol el lec'h anavet hiriv evel Llanilltud Fawr.

Hervez dornskrid Iolo Morganwg, un dornskrid faos savet gant Iolo Morganwg e-unan en XIXvet kantved, e voe savet seizh iliz gant Illtud er skol-veur-se, seizh kleuz en-dro drezho, seizh bodad tud d'ober war o zro, seizh kellig evit pep hini anezhe, ul laz-kanañ eus pep bodad, seizh den a zeskadurezh e pep kellig. Ma vefe gwir e vefe bet etre 2000 ha 2400 studier a-hed an amzer, pe dost. Hogen n'eus prouenn ebet da gement-se, nemet faltazi Iolo. Koulskoude, un toullad mat a sent brudet zo bet tremenet dre ar skol-se : Dewi, Gweltaz , Samzun, Paol Aorelian, ha Paulinus.