Conrad Celtes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Conrad Celtes, aliesoc'h Conrad Celtis (Konrad Pickel/Bickel) (1459 e Wipfeld e-kichen Würtzburg - 1508 e Vienna), a oa ur barzh alaman a skrive e latin.

Conrad celtes.jpg

Dre ma felle dezhañ bezañ desket e veajas en Alamagn ha da Italia ivez. Kurunenn ar varzhed a resevas digant an impalaer Friedrich III (1491), ha gant Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel (1459-1519) e voe anvet da gelenner war ar prezegerezh ha da levraoueg e skol-veur Vienna.

Celtis a vez gwelet peurliesañ evel skouer beurvat lennegourien Alamagn. Meur a gevredigezh gouestlet d'ar ouiziegezh a voe savet gantañ. Gant Fillipo Buonaccorsi lesanvet Kallimach, e savas ur gevredigezh gouestlet d'al lennegezh anvet Sodalitas litteraria Vistulana, e Kraków e 1489. Diazezañ a reas ivez Societas Litteraria Rhenana, e Heidelberg e 1491. Ar gevredigezh koshañ gouestelet d'al lennegezh en Alamagn eo. Hag ivez Sodalitas litteraria Danubiana (1497), e-touez re all. Holl al lizheroù a skrivas, evel re Erasmus, a zo ur sikour bras d'an neb a venn kompren emdroadur al lennegouriezh.

E varzhonegoù lourennek e latin a voe damheñvel ouzh re Ovidius ha re Quintus Horatius Flaccus. «Quatuor libri Amorum» (1502) eo ar re vrudetañ anezho, skeudennet e voent gant Albrecht Dürer.

Ouzhpenn bezañ barzh e voe ivez Celtis douaroniour hag embanner. Addizoloiñ a reas Tabula Peutingeriana, ur gartenn-hent skeudennet eus an impalaeriezh roman. An hini kentañ a embannas skridoù (Opera Roswithea) ar varzhez Roswitha von Gandersheim e 1501. Lakaat a reas embann ivez oberennoù Lucius Annaeus Seneca ha «Germania» gant Tacitus. Flemmadennoù hag ur pleustrad war ar sevel barzhonegoù («Ars versificandi et carminum», 1486) a skrivas ivez.

Sevel a reas ivez « Germania illustrata », un holloueziadur ma venne liammañ holl gouiziegezhioù skiantel e amzer ouzh istor Alamagn. E-unan e savas al lodenn anvet «Germania Generalis» (1500), hag ivez ar pennad diwar-benn Nürnberg : «De origine, situ, moribus et institutis Norimbergae libellus» (1502). E-touez ar re a genlabouras gantañ da gas ar raktres da benn e oa Johannes Aventinus (1477–1534) ha Beatus Rhenanus (1485–1547).

Gantañ e voe dizoloet Fablennoù Phaedrus ha Taol Konrad Peutinger. E-touez e skridoù wellañ emañ :

Skrid-bez Conrad Celtis, gant Hans Burgkmair, 1507

Daveoù[kemmañ]

  • Pierer Lexikon: Kluepfel, Aschbach
  • Catholic Encyclopedia: Ruith, Hartfelder, Geiger, Sauer, Kodron, Knight