Hans Burgkmair

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hans Burgkmair hag e wreg Anna (livet gant Lukas Furtenagel, 1529)
Stern-aoter gant Burgkmair (Alte Pinakothek)

Hans Burgkmair gozh (1473 - 1531) a oa ul livour hag ur c'hoadengraver alaman.

Burgkmair a voe ganet en Augsburg, mab al livour Thomas Burgkmair e oa[1] hag e vab, Hans yaouank e anv, a zeuas da vezañ livour ivez. Azalek 1488 e teskas gant Martin Schongauer e Colmar. Schongauer a varvas e-pad an daou vloaz m'edo Burgkmair en e stal-labour. Da Italia ez eas e 1507, ha levezonet e voe gant ar pezh a welas eno. Azalek 1491 edo labourat en Augsburg, ma tigoras e stal-labour dezhañ e 1498.

Hervez Hollstein en dije savet 834 koadengravadur, al lod brasañ anezho bet implijet da skeudenniñ levrioù. En e oberennoù gwellañ e weler e oa barrek evit a selle ouzh an aozañ, hag e veske elfennoù eus an Azginivelezh italian gant un diazez alaman hengounel. Azalek 1508 e kasas lod brasañ e amzer o labourat war goadengravadurioù evit an impalaer Masimilian I betek marv an impalaer e 1519. Gantañ e voe savet tost an hanter eus ar 135 skeudenn a zo e Triumphs of Maximilian. Al lod brasañ eus skeudennoù Weiss Kunig ha re Theurdank a voe savet gantañ ivez. Kenlabourat a reas kalz gant an troc'her bloc'hadoù Jost de Negker, hag a voe e embanner ivez.[2]

Karediged paket gant ar marv, 1510

Kas a reas war-raok implij an amskeud er c'hoadengraviñ, ha soñjal a reer e voe an hini kentañ a implijas ur bloc'had liv en ur skeudenn a savas e 1508.[3] E stampenn Karediged paket gant ar marv) eo an oberenn gentañ ma voe implijet tri bloc'had da aozañ an amskeud.[4] hag ivez an hini gentañ a oa da vezañ engravet e liv, a-benn diskouez ur skeudenn a-feson.[5] Un engravadur war dir a savas, Gwener ha Merkur e ditl (e-tro 1520),[6] met ne savas engravadur ebet war baper, daoust d'ar pezh a zeskas gant Martin Schongauer.

Burgkmair a voe ivez ul livour brudet : senennoù relijiel ha poltredoù bourc'hizien Augsburg ha re izili eus lez an impalaer eo ar pezh a livas dreist-holl. E livadurioù a c'haller gwelout e mirdioù München ha Vienna.

Burgkmair a varvas en Augsburg e 1531.

Notennoù[kemmañ]

  1. Hans Burckmair http://www.newadvent.org/cathen/03064c.htm%7C Catholic Encyclopedia
  2. Landau & Parshall, 212
  3. http://www.artbma.org/paintedprints/html/pp10.html%7C An impalaer Maksimilian war varc'h
  4. http://www.bodkinprints.co.uk/product.php?id=31%7CLovers Surprised by Death
  5. The Renaissance Print, David Landau & Peter Parshall, Yale, 1996, ISBN 0300068832
  6. http://www.artnet.de/Artists/LotDetailPage.aspx?lot_id=7F09A16903D9419E%7C Hans Burgkmair

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.