Quintus Horatius Flaccus

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Horace, hervez Anton von Werner


Quintus Horatius Flaccus (Horas a-wechoù e brezhoneg), ganet d'an 8 a viz Kerzu, 65 kent J-K ha marvet d'ar 27 a viz Du eus ar bloavezh 8 kent J-K) a oa ar barzh latin pennañ en amzer Aogust. Ganet e oa bet e Venosia, ur gêr vihan war an harz etre Apulia ha Lukania. Mab ur sklav frankizet e oa hag un deskadurezh vat a voe roet dezhañ.

Goude muntr Caius Julius Caesar e soudardas Horace e lu Brutus ha stourm a reas en Emgann Philippi gant ar renk a d-tribunus militum. Pa embannas Aogust un distaol evit ar re o-doa brezelet outañ e tistroas da Italia met lamet dioutañ gant ar stad e oa bet e zouareier. Daoust ma lavare e oa aet da baour e voe Horace barrek da brenañ ur post scriba quaestorius a roas tro dezhañ da vevañ en un doare klet.

Gant Maecenas e voe gwarezet. Mervel a reas e 8 kent J-K, un nebeut mizioù goude marv e warezer hepken.


[kemmañ] Oberennoù

[kemmañ] Liammoù diavaez