Claude
Eus Wikipedia
Claude zo un anv-badez gallek deuet eus an anv latin Claudius, hag a zo bet diouzh ar c'hiz ken-ha-ken en XXvet kantved. Roet e vez d'ar baotred koulz ha d'ar plac'hed.
Taolenn |
Gerdarzh[kemmañ]
Lod a lavar e talvez kamm, eus ar ger latin claudus, met claudus ha Claudius zo un tammig disheñvel.
Stummoù all[kemmañ]
- Claudine ha Claudette zo anvioù deveret.
Anaout a reer ivez an anvioù-badez kevrennek Jean-Claude, ha Marie-Claude, Anne-Claude.
Yezhoù all[kemmañ]
- Brezhonekaet eo bet dindan ar stummoù Klaoda pe Glaoda.
- Claudio eo an anv italianek roet d'ar baotred, ha Claudia d'ar merc'hed.
Sent[kemmañ]
- Glaoda Besançon, eskob Besançon er VIvet kantved; (lidet d'ar 6 a viz Mezheven )
- Saint Claude de la Colombière
Tud all[kemmañ]
Heñvelanvioù[kemmañ]
Merc'hed[kemmañ]
- Claude de France, pe Klaoda Bro-C'hall (1499-1524), merc'h henañ Anna Breizh, a zeuas da vout rouanez Bro-C'hall pa zimezas gant ar roue gall Frañsez Iañ, ha dukez Breizh
- Claude de France (1547-1575), merc'h ar roue gall Herri II ha Caterina de' Medici
- Claude Jade (1948-2006), aktourez c'hall
- Claude Pompidou, gwreg Georges Pompidou, prezidant ar Vvet Republik C'hall eus 1969 da 1974.
- Claude Chirac, merc'h Jacques Chirac , prezidant ar Vvet Republik C'hall eus 1997 da 2007.
- Madame Claude, houlierez c'hall en XXvet kantved
Paotred[kemmañ]
- Claude de Lorraine,
- Claude d'Abbeville († 1632) (lesanv Clément Foullon ), istorour gall
- Claude Angeli (1931 - ), kazetenner gall
- Claude Bébéar, arc'hantour gall
- Claude Brasseur, aktour gall
- Claude Debussy , sonaozour gall
- Claude François, kaner gall
- Claude Gellée, livour gall
- Claude Goasguen, politikour parizian a orin breizhat
- Claude Le Petit (1638-1662), barzh likaouer gall
- Claude Lévi-Strauss, tudoniour
- Claude Monet, livour gall
- Claude Rich, aktour gall
- Claude Sautet, filmaozer gall
Jean-Claude[kemmañ]
- Jean-Claude Martinez, politikour gall er rannvro c'hall Languedoc-Roussillon,
Anv-tiegezh[kemmañ]
- Albert Claude (1899 -1983) medisin belgiat, priz Nobel
- Georges Claude (1870-1960), kimiour gall
- Jean Claude (1619-1687), ministr protestant gall
- Monsieur Claude (1807-1880), poliser gall , e penn ar Surentez dindan an Eil Impalaeriezh [anv-badez dianav]
Lennegezh[kemmañ]
- Claude Frollo, unan eus penntudennoù romant Victor Hugo, Notre-Dame de Paris. Diwar e benn e kaver ar fentigell latin-mañ: Claudius cum claudo ! Da lavarout eo: Claude gant an hini kamm, hag an tort Quasimodo eo an hini kamm.
- Claudine, penntudenn meur a romant gallek gant Colette.
- Claude, romant Geneviève Fauconnier, Priz Femina e 1933
Lec'hioù[kemmañ]
- Saint-Claude, kumun eus Guadeloupe
- Saint-Claude, kumun eus Jura, kêrbenn ar c'hornioù-butun.