Claude de France (1547-1575)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pennad Claude de France zo ivez.
Claude de France

Claude de France, ganet e Kastell Fontainebleau d'an 12 a viz Du 1547, marvet e Nancy d'an 21 a viz C'hwevrer 1575, a oa eil merc'h ar roue gall Herri II hag e bried Caterina de' Medici. Roet e voe dezhi anv he mamm-gozh, mamm he zad, Claude de France (1499-1524).

Savet e voe el lez c'hall, e-kichen Elesbed Bro-C'hall (1545-1568) ha Mari Stuart. Dimeziñ a reas en 1559 da Charles III, dug Loren ha Bar.
Alies e kuitae Nancy, kêr-benn Lorraine, da vevañ e lez Bro-C'hall gant he mamm.

E vugale[kemmañ]

Dimezet e oa bet da 12 vloaz, marvet er gwentloù da 27 vloaz, goude genel nav bugel:

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.