Chug-frouezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur werennad chug orañjez

Ar chug-frouezh zo un evaj graet dre gwaskañ pe meizhiañ frouezhennoù zo (en o zouez orañjez, avaloù, rezin, ananaz, tomatez, mangez, pampel, kastrilhez ha greunaval).

Evel just e c'haller koublañ meur a frouezhenn da gaout ur chug "liesfrouezhennoù", da skouer orañjez-pampel pe c'hoazh avaloù-kastrilhez.

Chug ar suraval hag ar suraval glas a vez implijet e kalz broioù da geginañ.

Taolenn

[kemmañ] Un evaj yac'h

Leun a vitamin C eo ar chug-frouezh. Ar chug kastrilhez vez evet da ziwall diouzh kontammadurioù ar c'hwezigell.

[kemmañ] Al lezennadur hervez ar broioù

[kemmañ] Al lezennadur e Frañs

Pa vez skrivet "jus de fruit", se a dalv eo arabat lakaat dour pe danvez-mirout ouzhpenn (peotramant e vez anv un "nectar"). Ma eo ar chug "à base de concentré" avat e c'hall bezañ sukr lakaet ouzhpenn e-barzh, gant ma vez skrivet en ur mod sklaer.

An "nectar" zo chug-frouezh, "à base de concentré" peurvuiañ, gant yod frouezh (etre 25 ha 50 % da nebeutañ), dour ha sukr.

[kemmañ] Gwelet ivez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all