Chug orañjez

Eus Wikipedia

Ar chug orañjez zo un died graet gant orañjezennoù gwasket.

Produerezh bedel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Produet e oa 60 milion a donennoù e 2000, en o zouez 18 milion gant Brazil, 11 milion gant Florida ha 10 milion gant ar broioù kreizdouarat. Koulskoude eo ar chug orañjez ul lodenn vihan eus marc'had an orañjez ha ne c'hall ket bezañ miret e-pad gwall bell daoust ma c'hall bezañ pasteurizet.

Ar chugoù orañjez gwerzhet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a seut zo, hervez al lezenn :

  • ar chug fresk, graet gant frouezh fresk, n'eo ket bet tretet e mod ebet.
  • ar chug orañjez « 100 % rik », graet gant frouezh fresk.
  • ar chug orañjez diwar goazhadur, graet gant koazhadur skornet.
  • an nektar orañjez : ouzhpennet ez eus bet dour ha sukr d'ur c'hoazhadur.

Yec'hed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz vitaminoù C zo ennañ, met kalz sukr ivez. An diforc'hioù etre avaloù-orañjez ha chug orañjez eo n'eus ket gwienn er chug ha muioc'h a energiezh zo. Kement a c'hlukidoù zo er chug orañjez eget er C'hola-cola.

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Died ofisiel stad Florida eo abaoe 1967.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]