Cernunnos

Eus Wikipedia
Cernunnos, kizellet ouzh Piler an Naoted.
Cernunnos, doue galian
Cernunnos ouzh Kaoter Gundestrup.

Cernunnos a oa unan eus doueed Kelted Galia ha Kornôg Europa. Diskouezet e vez evel ur c'harv, gant kerniel. Liammet eo ouzh loened kornek, hag unan eus arouezioù ar strujusted.

N'anavezomp anezhañ nemet dre skeudennoù anezhañ hag e anv skrivet peder gwech:

  • unan ouzh Piler an Naoted, e Lutecia, an hini brudetañ
  • unan deuet eus Polenza en Italia, hag a vije faos
  • unan war ur blakenn goar kavet e Roumania, ma weler e oa mesket Cernunnos ha Jupiter
  • an hini goshañ , skrivet e galianeg (un dra ral), ma weler skrivet e anv "Karnonos".

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezout a reer un 60 skeudenn anezhañ. A-wechoù e vez torc'hoù ouzh e gerniel. En e goazez e vez e doare ar gemenerien. Ur sac'had pezhioù a vez gantañ pe ur banerad voued, arouezioù ar builhded. Tri fenn pe teir dremm a vez dezhañ alies. E welout a reer ouzh kaoter Gundestrup, kavet e Danmark, aozet en IIvet kantved kent JK, hag ouzh Piler an Naoted, e Lutecia (monumant savet gant an Naoted, en amzer Tiberius, er I kantved (14-37).