Piler an Naoted

Eus Wikipedia

Piler an Naoted (Piler ar vageourien) a zo ur golonenn-monumant graet er c'hentañ kantved goude Jezuz-Krist e Lutetia, en amzer an Impalaer Tiberius. Kavet e oa bet e 1711 dindan diazezoù iliz-veur Itron-Varia Bariz. Ar monumant koshañ eus Pariz eo.

E Mirdi ar Grennamzer e Dourdi Cluny emañ war ziskouez bremañ.

Ar monumant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar bloc'had karrezek a zo oc'h ober anezhañ, kinklet gant izelvosoù. Tresoù liv ruz zo bet kavet warno. Mankout a ra ul lodenn eus ar piler. Ne ouzer ket penaos e oa urzh ar skeudennoù hag ivez daoust hag un delwenn a oa bet war e lein.

An Naoted a oa paramantourien o devoa bagoù war ar stêrioù hag a oa bodet en ur vreuriezh. Ar piler a oa bet savet en enor da Jupiter. Koulskoude eo ur meskaj etre doueoù keltiek ha doueoù roman. Ral eo skouerennoù a chom eus mojennerezh ar C'halianed pe ar Gelted kozh.

War zaouzek tal ez eus doueoù roman evel Jupiter, Vulcain, Fortuna, Venus, Merc'her, Meurzh, Kastor ha Polideukes. Ha doueoù keltiek evel Kernunnos, Smertios, Esus, hag an Tarv Trigaranus. An tarv-se zo gant ur wezenn ha teir garan warnañ. Anavezet mat eo ar skeudenn-se er vojennerezh iwerzhonek.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]