Carl von Clausewitz

Eus Wikipedia
Carl von Clausewitz hervez ur boltred gant Karl Wilhelm Wach (c. 1818)

Carl Philipp Gottlieb Clauswitz, goude Clausewitz, ha von Clausewitz adal 1827 (ganet d'ar 1añ a viz Gouere 1780 e Burg, aet d'an anaon d'ar 16 a viz Du 1831 e Breslau) a oa ur jeneral major prusian, adreizher an arme hag amkanour ar brezel.

Anavezet eo Clausewitz gant e bennoberenn Vom Kriege hag a ziorroas un damkaniezh diwar-benn ar brezel. E deoriennoù diwar-benn ar strategiezh, an taktik hag ar brederouriezh o deus bet ul levezon vras war emdroadur skiant ar brezel en holl vroioù ar c'hornôg hag a vez desket c'hoazh hiriv an deiz en akademiezhioù an arme. Implijet e vezont ivez evit ar merañ embregerezhioù hag ar marketing.