C'hwiliorez
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Arthropoda | ||||
| Kevrennad : | Insecta | ||||
| Urzhiad : | Hymenoptera | ||||
| Kerentiad : | Vespidae | ||||
| Genad : | Vespa | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Vespa crabro Linnaeus, 1761 |
|||||
|
|||||
Ar c'hwiliorez, pe gwespedenn-goad, pe chifronell, pe pennmarc'henn, (Vespa crabro) zo un amprevan brasoc'h eget ar gwesped.
Gallout a ra ar parezed tizhout 40 mm.
Divorfilañ a ra ar rouanezed e kreiz miz Ebrel ha kregiñ da sevel un neizh e toull ur wezenn pe en ur roc'h bennak. Gant ar micherourezed e vo kreñvaet ha brasaet an neizh graet gant paper diwar tammoù koad chaoket ha halo.
Al larvennoù a vev e kellouigoù ar ruskenn. Maget e vezont diwar boued (kelien pe larvennoù an aliesañ) chaoket gant ar micherourezed.
Ar c'hwiliorezed a c'hell nijal noz ha deiz, dindan ar glav pe en avel zoken. Debriñ a reont kelien dreist-holl met ivez dourennoù sukret. E penn kentañ ar goañv ec'h ayo ar parezed frouezhusaet da gouskediñ pa varvo ar pared hag ar micherourezed.