C'hoarioù Olimpek goañv 2006

Eus Wikipedia
Ar flammenn olimpek e Turin

Aozet e oa bet C'hoarioù olimpek goañv 2006 e Torino, en Italia. Dalc'het e oant bet etre an 10 hag ar 26 a viz C'hwevrer 2006. An eil gwech eo da Italia degemer ar c'hoarioù olimpek goañv pa oa bet dalc'het eno c'hoazh ar VIIvet c'hoarioù olimpek goañv e Cortina d'Ampezzo e 1956, hag en holl eo an trede gwech d'ar vro-se resev ar C'hoarioù Olimpek pa oant bet dalc'het e Roma ivez e 1960 evit an XIIvet olimpad.

War al logo ofisiel e oa an anv "Torino", anv italianek Turin. Ne oa ket ar stumm Turin daoust m'eo ar stumm en implij e yezh Piemont ivez. Maskotennoù olimpek Torino 2006 e oa Neve ("erc'h" en italianeg), un tamm plac'h boul-erc'h ha Gliz, anezhañ ur paotr diñs skorn.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]