Poellgor Olimpek Etrebroadel

Eus Wikipedia
Al logo olimpek hag ar sturienn : Citius, Altius, Fortius

Ar Poellgor Olimpek Etrebroadel zo un aozadur bet krouet gant Pierre de Coubertin e 1894[1], evit adsevel ar C'hoarioù olimpek kozh hag ober d'an darvoud-sport-mañ c'hoarvezout bep pevar bloaz. Abaoe 1981 ez eo deuet da vezañ un « aozadur etrebroadel e-maez-gouarnamant, hep pal kenwerzhel, ur gevredigezh gant un tudelezh gwirel e statud, ar sez anezhañ e Lausanne (Suis) ».

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 23 a viz Mezheven 1894, da geñver klozadur ar c'hentañ Kendalc'h Olimpek, e oa bet diazezet ar Poellgor Olimpek Etrebroadel gant Pierre de Coubertin e Pariz. Kavout a rae dezhañ e oa kozh poent adsevel C'hoarioù Olimpek ha ne oant ket bet dalc'het abaoe ouzhpenn 1 500 vloaz. C'hoant bras en devoa da reiñ e skodenn evit ma vije savet ur bed habaskoc'h dre ar sport o vroudañ an daremprediñ, ar c'hoari reizh hag ar c'henemglev etre ar pobloù. Ar Poellgor Olimpek Etrebroadel zo un aozadur e bal dezhañ lec'hiañ merañ ha pennadurezh evit ar C'hoarioù kement ha bezañ an ensavadur lezennel nemetañ o terc'hel an holl wirioù ha merkoù. Meret e vez al logo olimpek, ar banniel olimpek, ar sturienn hag an himn olimpek gant ar Poellgor Olimpek Etrebroadel a zo perc'henn warne. Dileuriet e vez ar Poellgor en e bezh gant ar prezidant ha gant an izili anezhañ en o broioù.

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hant pemzek ezel (hiniennoù an holl anezhe) a ya d'ober ar Poellgor Olimpek Etrebroadel en em vod ur wech ar bloaz d'an nebeutañ. Gante e vez dilennet ur prezidant, eizh bloavezh e gefridi dezhañ. En o zouez e kaver atletourien gozh pe er vuhez sportel c'hoazh, prezidanted pe bennoù-bras kevreadoù etrebroadel sport pe aozadurioù etrebroadel anavezet gant ar Poellgor. Emañ sez ar Poellgor Olimpek Etrebroadel e Lausanne (Suis).

An arc'hant a zeu eus gwirioù an adkasadennoù skinwel ha kevelerezhioù gant embregerezhioù liesvroadel. E-kerzh prezidantelezh Juan Antonio Samaranch (etre 1980 ha 2001) e oa bet tizhet liveoù uhel-spontus gant ar gwirioù-se. E miz Kerzu 1988 e oa bet diskoachet ar voualc'h war he neizh gant droukskouer Salt Lake City : gwalc'het e oa bet o daouarn da izili 'zo evit ma vije roet C'hoarioù olimpek goañv 2002 d'ar gêr amerikan-mañ.

Pennadurezh veur an Emsav olimpek eo ar Poellgor Olimpek Etrebroadel. Da geñver he dalc'hioù e vez dibabet ar c'hêrioù a zegemero ar C'hoarioù olimpek goañv ha hañv. Dilennet e vez ar gêr ostiz dre muianiver dreistel ar mouezhioù (a chom kuzh).

Listenn izili ar Poellgor Olimpek Etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Eost 2012 :

Ezel Bro Abaoe Sport olimpek
Vitali Smirnov  Rusia 1971 -
Peter Tallberg Banniel Finland Finland 1976 Merdeerezh-dre-lien (1960-1980)
Richard Kevan Gosper Banniel Aostralia Aostralia 1977 Atleterezh (1956-1960)
Dick Pound Banniel Kanada Kanada 1978 Neuierezh (1960)
Franco Carraro  Italia 1982 -
Iván Dibós Banniel Perou Perou 1982 -
Pál Schmitt Hungaria Hungaria 1983 Iskrim (1968-1976)
Hec'h Uhelded ar Briñsez Nora (Liechstenstein) Liechtenstein Liechtenstein 1984 -
E Uhelded ar Priñs Alberzh II (Monako) Monako Monako 1985 Bobsleigh (1988-2002)
Francisco J. Elizalde Filipinez Filipinez 1985 -
Anita DeFrantz Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 1986 Roeñverezh (1976)
Lambris Nikolaou Gres Gres 1986 -
Willi Kaltschmitt Luján Guatemala Guatemala 1988 -
Wu Ching-Kuo Banniel Taiwan Taiwan 1988 -
Hec'h Uhelded ar Briñsez Anne (Rouantelezh Unanet) Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 1988 -
Richard L. Carrión Banniel Puerto Rico Puerto Rico 1990 -
Nat Indrapana Banniel Thailand Thailand 1990 -
Kont Jacques Rogge Banniel Belgia Belgia 1991 Merdeerezh-dre-lien (1968-1976)
Thomas Bach Alamagn Alamagn 1991 -
Denis Oswald Suis Suis 1991 Roeñverezh (1968-1976)
Cheic'h Ahmad Al-Fahd Al-Sabah Koweit Koweit 1992 -
Austin Sealy Banniel Barbados Barbados 1994 -
Robin Mitchell Banniel Fidji Fidji 1994 -
Sir Craig Reedie Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 1994 -
Alpha Ibrahim Diallo Banniel Ginea Ginea 1994 -
Alex Gilady Banniel Israel Israel 1994 -
Mario Pescante  Italia 1994 -
Gerhard Heiberg Banniel Norvegia Norvegia 1994 -
Shamil Tarpishchev  Rusia 1994 -
Valeriy Borzov Banniel Ukraina Ukraina 1994 Atleterezh (1972-1976)
James L. Easton Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 1994 -
Reynaldo González López Kuba Kuba 1995 -
Jean-Claude Killy Bro-C'hall Bro-C'hall 1995 Ski-diskenn (1964-1968)
Patrick Joseph Hickey Iwerzhon Iwerzhon 1995 -
Toni Khoury Banniel Liban Liban 1995 -
Olegario Vázquez Raña Banniel Mec'hiko Mec'hiko 1995 Tennañ (1964-1976)
Sam Ramsamy Banniel Suafrika Suafrika 1995 -
René Fasel Suis Suis 1995 -
Guy Drut Bro-C'hall Bro-C'hall 1996 Atleterezh (1972-1976)
Ottavio Cinquanta  Italia 1996 -
Syed Shahid Ali Banniel Pakistan Pakistan 1996 -
Chang Ung Banniel Republik Poblel ha Demokratel Korea Korea an Norzh 1996 -
Gunilla Lindberg Banniel Sveden Sveden 1996 -
Lee Kun-hee Republik Korea Republik Korea 1996 -
Julio César Maglione Uruguay 1996 -
Leo Wallner  Aostria 1998 -
Mounir Sabet Egipt Egipt 1998 -
Dug meur Herri Iañ (Luksembourg) Luksembourg Luksembourg 1998
Nawal El Moutawakel Maroko Maroko 1998 Atleterezh (1984)
Priñs Willem-Alexander Izelvroioù Izelvroioù 1998 -
Irena Szewińska Banniel Polonia Polonia 1998 Atleterezh (1964-1980)
Melitón Sánchez Rivas Banniel Panamá Panamá 1998 -
Samih Moudallal Siria Siria 1998 -
Ng Ser Miang Banniel Singapour Singapour 1998
Joseph Sepp Blatter Suis Suis 1999 -
Lamine Diack Senegal Senegal 1999 -
Carlos Nuzman  Brazil 2000 Volley-ball (1964)
Yu Zaiqing  Sina 2000 -
Gian-Franco Kasper Suis Suis 2000 -
John D. Coates Banniel Aostralia Aostralia 2001 -
Issa Hayatou Banniel Kameroun Kameroun 2001 -
Timothy Tsun Ting Fok Hong Kong Hong Kong 2001 -
Randhir Singh India India 2001 -
Juan Antonio Samaranch Salisachs Banniel Spagn Spagn 2001 -
E Uhelded Roueel ar Priñs Tamim bin Hamad al-Thani Banniel Qatar Qatar 2002 -
E Uhelded Roueel ar Priñs Nawaf Faisal Fahd Abdulaziz Banniel Arabia Saoudat Arabia Saoudat 2002 -
Patrick S. Chamunda Zambia Zambia 2002 -
Sir Phillip Craven Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 2003 -
Jan Železný Banniel Tchekia Republik Tchek 2004 Atleterezh (1988-2004)
Rania Elwani Egipt Egipt 2004 Neuierezh (1992-2000)
Hicham El Guerrouj Maroko Maroko 2004 Atleterezh (1996-2004)
Frank Fredericks Banniel Namibia Namibia 2004 Atleterezh (1992-2004)
Nicole Hoevertsz Banniel Aruba Aruba 2006 Neuierezh kempredet (1984)
Saku Koivu Banniel Finland Finland 2006 Hockey war skorn (1994-2010)
Beatrice Allen Banniel Gambia Gambia 2006 -
E Uhelded Roueel ar Priñs Tunku Imran Banniel Malaysia Malaysia 2006 -
Francesco Ricci Bitti  Italia 2006 -
Rebecca Scott Banniel Kanada Kanada 2006 Ski-bale (1998-2006)
Andrès Botero Phillipsbourne Kolombia Kolombia 2007 -
Rita Subowo Banniel Indonezia Indonezia 2007 -
Patrick Baumann Suis Suis 2007 -
Hec'h Uhelded Roueel ar Briñsez Haya Bint Al Hussein Banniel an Emirelezhioù Arab Unanet Emirelezhioù Arab Unanet 2007 -
Yumilka Ruiz Kuba Kuba 2008 Volley-ball (1992-2008)
Claudia Bokel Alamagn Alamagn 2008 Klezeiataerezh (1996-2004)
Alexandre Popov  Rusia 2008 Neuierezh (1992-2004)
Moon Dae-Sung Republik Korea Republik Korea 2008 Taekwondo (2004)
Sergei Bubka Banniel Ukraina Ukraina 2008 Atleterezh (1988-2000)
Doktor Ugur Erdener Banniel Turkia Turkia 2008 -
E Uhelded Roueel ar Priñs hêr Frederik (Danmak) Banniel Danmark Danmark 2009 -
Lydia Nsekera Banniel Burundi Burundi 2009 -
Habu Gumel Nijeria Nigeria 2009 -
Habib Abdul Nabi Macki Banniel Oman Oman 2009 -
Richard Peterkin Santez-Lusia 2009 -
Göran Petersson Banniel Sveden Sveden 2009 -
Priñs Faisal bin Al Hussein Banniel Jordania Jordania 2010 -
Dagmawit Girmay Berhane Etiopia Etiopia 2010 -
Marisol Casado Banniel Spagn Spagn 2010 -
Barry Maister Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez 2010 Hockey war leton (1976)
Patrick McQuaid Iwerzhon Iwerzhon 2010 -
Adam Pengilly Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 2010 Skeleton (2006–2010)
Angela Ruggiero Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 2010 Hockey war skorn (1998–2010)
Yang Yang  Sina 2010 Short-track (1998–2006)
José Perurena Banniel Spagn Spagn 2011 -
Barbara Kendall Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez 2011 Plankenn-dre-lien (1992–2000)
Gerardo Werthein Banniel Arc'hantina Arc'hantina 2011 -
Aicha Garad Ali Banniel Djibouti Djibouti 2012 -
Tony Estanguet Bro-C'hall Bro-C'hall 2012 Kanoe-kaiak (slalom)
Pierre-Olivier Beckers Banniel Belgia Belgia 2012 -
Danka Bartekova Slovakia Slovakia 2012 Tennañ
Kirsty Coventry Banniel Zimbabwe Zimbabwe 2012 Neuierezh
Li Lingwei  Sina 2012 -
James Tomkins Banniel Aostralia Aostralia 2012 Roeñverezh
Tsunekazu Takeda Banniel Japan Japan 2012 -


Sturienn olimpek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henri Didon

Citius-Altius-Fortius a zo un dro-lavar latin hag a dalv kement ha buanoc'h, uheloc'h, kreñvoc'h.

Perc'hennet e oa bet gant Coubertin goude klevet an Tad dominigat Henri Didon oc'h ober ganti pa gomze eus troioù-kaer-sport e studierien. Rener skolaj Albert-le-Grand Arcueil (Val-de-Marne) e oa hag engravet ar sturienn latin-mañ er maen a-us dor-dal ar skolaj.


Le olimpek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« En anv an holl genstriverien, prometiñ a ran e kemerimp perzh er C'hoarioù olimpek-mañ en ur zoujañ ouzh ar reloennoù a ren anezhe, spered ar sport ennomp, evit gloar ar sport hag enor hon skipailhoù. »

Bet skrivet gant Coubertin, al le a vez dibunet gant un atletour(ez) eus ar vro ostiz en ur zerc'hel ul lodenn eus ar banniel olimpek gant e zorn/he dorn kleiz. Ur barner eus ar vro ostiz a zibun ivez ul le peuzheñvel. Gant ar c'hlezeiataer belgian Victor Boin e oa bet rannet al le olimpek evit ar wech kentañ e 1920 en Antwerpen.


Flammenn olimpek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Himn olimpek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ pajenn himn Spýros Samáras

Skrivet e oa bet ar pozioù gant ar barzh gresian Kostís Palamás ha sonaozet gant Spýros Samáras : sonet e oa bet evit ar wech kentañ da geñver digoradur 1añ C'hoarioù olimpek modern d'ar 25 a viz Meurzh 1896 en Aten.

Dilezet e oa bet a-raok bezañ dibabet ez-ofisiel da vat gant 55vet dalc'h ar Poellgor etrebroadel olimpek e Tokyo e Mae 1958. Adsonet e oa bet e Roma e 1960 eta.


Roll prezidanted ar Poellgor Olimpek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Thomas Bach,
prezidant a-vremañ


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]