C'hoarezed Goadeg
Ar C'hoarezed Goadeg (pe Gwadeg) a oa teir c'hoar eus ar Poc'hêr hag a gane e brezhoneg er festoù-noz dreist-holl. O anvioù a oa : Maryvonne (1900-1983), Anasthasie (1913? - † 1998) hag Eugénie (1909 - † 18 a viz Genver 2003). Kanerezed a hengoun a oa anezhe, ha deuet e oant da vout brudet-bras da vare revival sonerezh Breizh er bloavezhioù 1960-1970. Poulzet e oant bet gant Alan Stivell, da gentañ-penn.
Er penn kentañ e kanent sonioù a-boz ha gwerzioù. Goude e oant en em lakaet da ganañ da lakaat an dud da zañsal ivez, o kinnig o sonerezh o-unan (e teir mouezh) hervez doareoù ar c’han-ha-diskan.
Echuet eo bet gant o zriad e 1983, pa oa marvet Maryvonne, mes adkroget e oa Eugénie da ganañ ha da enrollañ gant he merc'h Louise Ebrel en 1994. Bez’ e oa ar C’hoarezed Goadec un triad teir c’hoar hag a oa kanerezed kan-ha-diskan ha gwerzioù, brudet-bras e Breizh e-pad ar bloavezhioù 1970. Ganet int bet o-zeir e Trefrin e bro Garaez.
Buhez ha red arzour ar c'hoarezed Goadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maryvonne, Anasthasie (lesanvet Tazi) hag Eugénie Goadeg a zo ganet e penn kentañ an 20vet kantved e Trefrin . Desket o deus ar c'han-ha-diskan gant o zud pa oant yaouank, hag int da ganañ er gêr, en iliz, en ur labourat … Hag ar c'hoarezed Goadeg d'ober festoù-noz e Trefrin, tal kichen Karaez, e-lec'h ez int ganet. Goude-se, e voe dispatiet an teir c’hoar dre o labour hag ar redioù familh, dimezioù hag all. E 1956 ec’h adkrogas ar festoù-noz hag e voent brudet muioc'h-mui e-mesk a dud a ya da zañsal enne. Asantiñ a rejont neuze da adstummañ an triad, ha da gas festoù-noz en-dro adarre, ha ken brudet e teuont da vezañ ma vezent pedet bep dibenn-sizhun da ganañ er festoù-noz.
Kejañ a reojnt gant Alan Stivell a oa krog d'ar mare-se da vezañ brudet eñ ivez dre ar bed e dibenn ar bloavezhioù 1960. Dont a rejont da vezañ mignoned, hag int da gemer perzh e Festival Kertalg e 1972 ha 1973. Er gourfest-mañ e oa bet ur bern strolladoù anavezet mat er bloavezhioù 1970 evel: « Les Leprechauns », « René Werneer » pe « Happy Traum ». E-kerzh Festival Kertalg e 1973 e kanjont Enez Eusa asambles gant Alan Stivell ouzh an delenn. Er bloavezh-se ez ejont ivez da ganañ da vBobino en un abadenn.
Kejañ a rejont ivez evit ur bern dastumerien hag ur bern kanerien, en o zouez Claudine Mazeas, Donatien Laurent, Albert Trevidig, Alan Stivell, Yann-Fañch Kemener, Daniel Lhermine, hag all…
Kendelc'her a rejont da ganañ e festoù-noz un tamm e pep lec'h dre Vreizh. Un dra farsus a-walc'h diwar o fenn: ret e oa da aozerien ar gouelioù kas ha degas anezhe eus ar gêr a-benn kaout anezhe da ganañ. Kendelc'her a rejont da ganañ er festoù-noz betek marv Marivon e 1983. Mervel a reas Anastasie e 1998. Asantiñ a reas Eugénie adkregiñ da ganañ gant he merc’h Louise Ebrel e 1994 da geñver he pempvet deiz-ha-bloaz ha pevar-ugent. Savet o deus da heul ur bladenn anvet anvet « Gwerzioù ».
E miz Kerzu 1997 e voe pedet Eugenie Goadeg ha Louise Ebrel, he merc'h, gant Yann-Fañch Kemener da geñver e 25vet bloavezh leurenn, hag an holl selaouerion d'ober ur youc’hadeg en enor da Eugénie. D'an 18 a viz Genver 2003 e varvas Eugénie Goadeg.
Chom a raio brudet bepred an triad-mañ.
Kanaouennoù ar C’hoarezed Goadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An tad-moualc’h kozh ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Al lez-vamm ; Ar C’hoarezed Goadeg
- An daou bichon yaouank ; Ar C’hoarezed Goadeg
- An daou bichon yaouank ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Ar martolod faro; Ar C’hoarezed Goadeg
- Ar plac’h dimezet fall ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Ar plac’h div wech euredet ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Ar sorserez ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Ar vagerez ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Ar varc’hadourien spilhoù – dañs Kernev ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Ar varc’hadourien spilhoù – dañs plin ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Ar verjelenn ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Ar verjelenn – E garnizoñ laluroñ, dañs plin ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Ar yar en gor ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Deus ganin-me d’am bro ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Dilhad ar pried marv ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Eliz Iza (Enez Eusa) ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Feunteun a Wazhaleg (Wasadeg) ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Janedig ar Rouz ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Koñskried Sant-Nikolaz ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Ma zad ma mamm o doa madoù – Dañs ar podoù fer ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Margodig La Boissière ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Pachpi ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- Perinaig Lannuon ; Ar C’hoarezed Goadeg
- Un ti bihan lein ar menez –tamm-kreiz plin ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- War bont an Naoned ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
- War un enez e-kreiz ar mor – tamm-kreiz ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1972 Ar C'hoarezed Goadec (mouez-Breiz n°30370 G.U)
- 1973 À l'Olympia (Chant du Monde LDX 74 535, adembannet e 1997en CD enrollet dirak an dud gant Le Chant du Monde.
- 1975 Mouezioù brudet a Vreiz, Les Voix légendaires (adembannet en CD)
- 1989? 2 ditl war Les sources du Barzaz Breiz aujourd'hui
- 1990 Ar C’hoarezed Goadeg, Mouezhioù brudet a Vreizh, Keltia Musique
- 1994 Louise Ebrel, Eugénie Goadec Gwrizioù
Liamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Musique bretonne", J. Le Clerc de la Herverie, 07/1984, Ar c'hoarezed Goadeg