C'halkiope (merc'h Aietes)
Neuz
(Adkaset eus C'halkiope merc'h Aetes)
C'halkiope (Χαλκιόπη / Khalkiópê e gregach), anvet ivez Iofossa, a oa ur briñsez e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa da Aietes, roue Kolc'his (Jorjia hiriv), ha d'e wreg Idyia. C'hoar e oa d'ar priñsez sorserez Medeia (pe Medea, e latin).
Gant he zad e voe roet da bried da Friksos a oa deuet d'ar vro dre nij war gein ur maout burzhudus, kreoñ aour war e gein, anvet C'hrysomallos. Aberzhet e voe al loen da Zeus. Ha Friksos neuze, evi trugarekaat ar roue eus an dimeziñ kaer-se, da reiñ kroc'hen ar maout, ar maoutken aour, evel prof, d'e dad-kaer Aietes.
Pemp mab he doe C'halkiope gant he fried: Argos, Melas, Frontis, Kytisoros ha Presbon.
Lennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Apollonios Rodos, Argonautica, 2, 1147–1149.
- Apollodoros, Bibliotheke, 1, 9, 1.
- Pausanias, 9, 34, 8; 9, 37, 1.
- Caius Julius Hyginus, Fabulae, III, Frixo[1]