Brignen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar brignen, pe brignon, zo ur boued diwar greun edoù, gwinizh-du, kerc'h, heiz, damvalet. Anv a gaver er c'hanaouennoù kozh eus yod graet diwar ar brignen.

Gwreg oc'h ober brignen, gant Jean-Pierre Norblin de la Gourdaine (1745-1830), livour gall-polonat.

Hervez un notenn e Soniou Breiz Izel, gant Fañch an Uhel e oa bleud kerc'h glec'hiet d'ober soubenn dreut ma veze lakaet legumaj, evel er soubenn druz, ha laezh dous alies (eil levrenn, pajenn 70).

Gerdarzh[kemmañ]

Kavout a reer ar ger e Katolikon Jehan Lagadeuc. Dont a rafe ar ger eus brenn.

Soubenn ar brignen[kemmañ]

  • Meneget eo yod brignen ha kaot brignen e Geriadur Gregor.
  • Meneget eo Soubenn ar brignen en Nouvelles Conversations en breton et en français[1], e 1857.
  • Meneget eo ivez e Soniou Breiz Izel, en ur ganaouenn :
Bremañ me 'renk dibriñ soubenn
Hep na brignon nag amanenn
Hep na brignon nag amanenn
Ur bannac'h dour, un tamm holen
  • Meneget eo c'hoazh en ur ganaouenn eus Leon, Soubenn ar brignen[2] :
Gwechall e ti ma zad
Soubenn ar brignon 'oa ket mat
Met bremañ pa'z on dimezet
Soubenn ar brignon am eus bepred.

Anv-tud[kemmañ]

  • Brignen ha Le Brignonen(n) zo anvioù-tiegezh.

Broioù all[kemmañ]

E Rusia e oa anavezet evel kacha, graet gant gwinizh-du, ha meuz ordinal ar gouerien e oa.

Pennadoù kar[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. http://digital.nls.uk/early-gaelic-book-collections/pageturner.cfm?id=80915835&mode=transcription
  2. http://mediatheque.dastum.net/PrintRecord.htm?record=964712478299