Brezel 1898

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Peñseadenn al lestr stadunanat Maine,
e porzh La Habana e 1898.

Brezel 1898 (Desastre del 98 e Bro-Spagn), a voe ur brezel etre Spagn ha SUA, hag a c'hoarvezas etre Ebrel hag Eost 1898, evit dieubidigezh Kuba. Da neuze ne rene ket an infant Alfonso XIII, e vamm Maria Kristina Aostria (1858-1929), intañvez Alfonso XII, a oa rejantez, ha Práxedes Mateo Sagasta a oa prezidant ar gouarnamant spagnol, pa oa William McKinley prezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Klask a rae SUA lakaat o c'hrabanoù war douaroù tramor diwezhañ a chome eus impalaeriezh kozh Spagn, da lavarout eo Kuba, ar Filipinez, Puerto Rico ha Guam, war zigarez stourm evit o frankiz. Trec'h e voe SUA war arme Spagn.

D'an 10 a viz Kerzu 1898 e voe sinet feur-emglev Pariz a roe galloud da SUA war an holl zouaroù-se a oa bet kollet gant Spagn.[1]

Dizalc'h e voe Kuba betek 1901, ha lakaat o c'hrabanoù a reas SUA war drevadennoù spagnol ar Mor Karib.

Stad an traoù[kemmañ]

War an diskar edo galloud Spagn abaoe koll Kreisteizamerika hag e dibenn an XIXvet kantved ne chome nemet un toulladig douaroù er Meurvor Habask, Afrika, hag an Indez. Dizalc'h e oa an darn vrasañ eus an impalaeriezh trevadennel ha kalzik eus ar re a chome e dalc'h Spagn a oa o klask ober heñvel.

Notennoù[kemmañ]