Beretta M1934

Eus Wikipedia
Beretta Modello 1934
Skeudenn ar pennad Beretta M1934

Beretta M1934
Kinnig
Bro Banniel Rouantelezh Italia Rouantelezh Italia
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek, blowback
Munisionoù .380 ACP
Produer Fabbrica d'armi Pietro Beretta
Mare implij 1934–1951 (Arme Italia)
Pouez ha muzulioù
Mas 0,568 kg
Mas (karget) 0,630 kg
Hirder 150 mm
Hirder ar c'hanol 85 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 15 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 290 m/s
Endalc'h Karger fiñv 7 kartouchenn
Adstummoù M1935
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Beretta Modello 1934 zo ur bistolenn damaotomatek un-ober produet gant an embregerezh italian Beretta adalek 1934.

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a ra en-dro an M1934 gant sistem ar blowback : a-raok an tenn kentañ eo ret sachañ war ar riklerez a-raok leuskel anezhi da zistreiñ hec'h-unan evit kambriñ ur munision. Goude an tenn e vez lakaet an douilhez er-maez a-drugarez da c'hazoù an darzhadenn. Pa zistro ar riklerez en he flas e vez adkambret ur munision.

Ur gudenn surentez a oa gant an M1934 : ma kroge e gi en un dra bennak ha ma veze distannet goude e c'halle tennañ an arm e-unan, abalamour d'ar surentez da vezañ mestr war an draen ha n'eo ket ar c'hi. Daoust da se e oa brudet ar bistolenn evit bezañ solut ha savet-mat.[1]

Ur stumm all, an M1935, a oa heñvel, nemet e oa kambret e 7,65 mm Browning.[2]

Stampilhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e kaver ar meneg P. BERETTA - Cal. 9 corto - Mod. 1934 - Gardone V.T. ouzh kostez kleiz ar riklerez. Ar bloavezh a gaver e-kichen, pe e bloavezhioù an deiziadur gregorian (sifroù arabek), pe e bloavezhioù an deiziadur faskour lakaet e plas gant Benito Mussolini (sifroù roman). Lizherennoù all a gaver war ar re bourvezet d'an arme ha nerzhioù-surentez italian :

  • R.E. : Regia Esercito, arme-zouar
  • R.A. : Regia Aeronautica, pe A.M. : Aeronautica Militare, arme-aer
  • R.M. : Regia Marina, arme-vor
  • P.S. : Publica Sicurezza, polis

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibabet e voe evel arm-dorn standart an arme hag ar polis italian adalek 1934.[1] Kemeret e voe he flas er bloavezhioù 1950 gant ar Beretta M1951 en arme, hag implijet e voe c'hoazh gant ar Carabinieri er bloavezhioù 1970 betek ma voe dilezet evit ar Beretta 92 adalek ar bloavezhioù 1980.

Implijet e voe gant ar frankisted da vare brezel Spagn, hag arme Etiopia en Eil Brezel-bed ivez. Kalzik a ofiserien alaman a reas gant M1934 da vare ar brezel, daoust ma ne oa kevrat ebet etre ar Wehrmacht ha Beretta evit o fourvezañ. An armoù a oa peurliesañ prenet war-eeun gant an ofiserien pe seizet da vare emgannoù a-enep partizaned italian.[2]

Servijoù surentez er bed a-bezh o deus implijet an M1934 betek ar bloavezhioù 1990 a-wechoù, evel polis hag arme Gres, polis Libia hag arme Yougoslavia.

Ur bistolenn Beretta M1934 a voe implijet da zrouklazhañ Gandhi d'an 30 a viz Genver 1948 e New Delhi.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 86
  2. 2,0 ha2,1 (fr) MALHERBE Michel, Les pistolets Beretta, Pardès, 1991
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan