Beretta 951

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Beretta M1951)
Beretta 951
Skeudenn ar pennad Beretta 951

Ur Beretta 951 (pe M1951)
Kinnig
Bro  Italia
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek
Munisionoù 9 x 19 mm Parabellum, 7,65 x 21 mm Parabellum
Produer Fabbrica d'armi Pietro Beretta
Mare implij 1953 – 1982 (Arme Italia)
Pouez ha muzulioù (stumm orin)
Mas 0,870 kg
Hirder 203,2 mm
Hirder ar c'hanol 114 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 350 m/s
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Adstummoù M1951-A, M951/57, M952
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Beretta Modello 951 pe Beretta M1951 (hec'h anv ofisiel e arme Italia) zo ur bistolenn damaotomatek italian produet adalek 1951 gant an embregerezh Beretta.

Orin ha mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Eil Brezel-bed e felle d'an arme italian kaout ur bistolenn damaotomatek nevez kambret e 9 x 19 mm Parabellum, a oa dija kartouchenn standart an armoù-dorn e kalz broioù Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel. Karget e voe Beretta da sevel un arm-dorn nevez. Ganet e voe an M1950, met ne voe dalc'het : mont a rae en-dro gant ar memes sistem distro gazoù evit hini an M1934, ha re wan e oa ar sistem-se evit anduriñ galloud ar munisionoù 9 mm Parabellum.

Dibabet e voe neuze ober gant ur sistem argil berr ha n'eo ket gant an distro gazoù[1]. Choazet e voe implijout ur gulasenn vlodet, gant ar memes sistem morailh-gulasenn hag hini ar Walther P38. Brasoc'h e oa an M1951 evit pistolennoù kent ar merk, M1915 hag M1934 en o zouez.[2] Ne voe ket anvet Modello 1951 gant Beretta peogwir e tibabas ar merk reiñ tri sifr diwezhañ o bloavezh-krouiñ d'o armoù nevez adalek 1948.[2]

Servijout a reas an 951 da ziazez evit ar Beretta 92, pistolenn vrudetañ ar merk, er bloavezhioù 1970.

Adstummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • M1951-A : stumm aotomatek savet diwar c'houlenn ar servijoù sekred italian, dezhañ un eil dornell evit aesaat kontroliñ an arm pa denner a-dennadegoù hag ur c'harger uheloc'h e endalc'had (10 kartouchenn e-lec'h 8).
  • M951/57 : stumm hiroc'h e ganol (150 mm) ha dezhañ ur c'houch hag un driv reoliek, savet diwar c'houlenn ar c'horonal egipsian Berhama.
  • M952 : stumm e 7,65 mm Parabellum diorroet evit ar siviled, a oa difennet dezhe ober gant an 9 mm Parabellum en Italia d'ar poent-se.[2]

Implijerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Egipt Egipt : stummoù M1951 (arme), M1951/57 (arme, evit pleustriñ)
  • Banniel Israel Israel : stumm M1951 Brigadier (Tsahal)
  •  Italia : M1951 (arme), M1951-A (servijoù kuzh ha servijoù 'zo eus ar polis)

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 92
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) MALHERBE Michel, Les pistolets Beretta, Pardès, 1991, pp. 58-69
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan