Benoît Purenne

Eus Wikipedia
Benoît Purenne, en e sav, e-tal Jean-François Jolly, azezet, e Tournamant Fouenant, Here-Du 2007

Benoît Purenne a zo bet ganet e 1997.

C'hoarier echedoù breizhat eus Kleub Echedoù Langedig eo.

Pemp bloaz hanter edo pa grogas gant ar c'hoari.

Da c'hwec'h vloaz e teuas da vout ezel ag e gleub.

Kampion ar Morbihan er rummad " Poñsined Bihan " e 2004.

Kampion ar Morbihan hag eus Rannvro Breizh ha seizhvet e Kampionad Bro-C'hall e Kalvi er rummad " Poñsined Bihan " e 2005.

Kampion ar Morbihan ha bez-kampion eus Rannvro Breizh ha navet e Kampionad Bro-C'hall en Aix-les-Bains er rummad " Poñsined " e 2006.

Kampion ar Morbihan hag eus Rannvro Breizh ha bez-kampion Bro-C'hall er Grand-Bornand er rummad " Poñsined " e 2007.

Kemer ha reas perzh gant skipailh Bro-C'hall e Kampionad Europa e Sibenik (Kroatia) e miz Gwenholon 2007.

1830 eo e renk Elo (FIDE).

En hentenn divyezhek (brezhonek-gallek) foran e ra e studi.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]