Benead XVI

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Benead XVI
Pab an Iliz katolik roman

BentoXVI-30-10052007.jpg

Nos ergo debemus sublevare huiusmodi, ut cooperatores simus veritatis

Ardamezioù ar pab Benead XVI

Anv-tiegezh Joseph Alois Ratzinger
Ganedigezh 16 a viz Ebrel 1927
Marktl, Alamagn Alamagn
Dilennet da bab 19 a viz Ebrel 2005 (78 bloaz)
Tronidigezh 24 a viz Ebrel 2005
En e raok Yann-Baol II
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg

Benead XVI (latin : Benedictus XVI, italianeg : Benedetto XVI, alamaneg : Benedikt XVI; ganet Joseph Alois Ratzinger d'ar 16 a viz Ebrel 1927) a zo an 265vet pab. Pab eo c'hoazh hiziv an deiz, eskob Roma eo dre-se, penn an Iliz Katolik ha penn Keoded ar Vatikan eo ivez. Dilennet eo bet d'an 19 a viz Ebrel 2005 e-kerzh ur sened kardinaled, oferennet e liderezh gentañ d'ar 24 a viz Ebrel 2005, ha perc'hennet penniliz San Giovanni in Laterano d'ar 7 a viz Mae 2005. Ganet e Bro-Bavaria en deus Benead XVI ar broadelezh alaman ha vatikan. Yann-Baol II a oa ar pab araozañ.

Goude bezañ bet e-pad pell kelenner skol-veur, o kelenn an teologiezh e meur a skolveur ܿBro-Alamagn, anvet eo bet arc'heskob München ha Freising ha kardinal gant ar pab Paol VI e 1977. E 1981 e zeas da Roma e-lec'h ma teuas da vezañ prefed er c'henvreuriezh evit doktrin ar feiz, unan eus ensavadur pennañ ar c'huria roman.

Evel ar bibien all araozañ, Benead XVI a zo mirelour e-keñver teologiezh hag e gelenn hag e skridoù sperius a zifenn un doktrin gatolik hengounel. E-kerzh e baboni en deus kuzuliet Benead XVI d'Europa da zont en-dro war-du pennaennoù kristen evit respont d'an digristennadur a zo bet o c'hoarvezout e meur a vro. Soñjal a ra dezhañ eo nac'h ar c'henverelouriezh e-keñver ar wirionez objektivel, ha nac'h ar wirionez zivezel, ar gudenn vrasañ er 21añ kantved. Kelenn a ra ar fed eo a-bouez evit an Iliz Katolik hag evit an denelezh arvestal karantez dasprener Doue.

Benead XVI a zo saver ha penn ar Ratzinger Foundation, un aozadur aluzenus. Gounez a reont arc'hant gant ar skridoù embannet gantañ ha reiñ a reont yalc'hadoù gant an arc'hant-se da studierien er bed a-bez.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all