Bae Gdańsk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bae Gdańsk

Bae Gdańsk (Zatoka Gdańska e poloneg, Gduńskô Hôwinga e kachoubeg, Danziger Bucht en alamaneg) zo ur bae er Mor Baltel. Dont a ran e anv eus hini porzh Gdańsk e Polonia.

[kemmañ] Douaroniezh

Stummet eo Bae Gdańsk gant ur blegenn eus an aod etre Ledenez Hel, e Pomerania, er c’hornôg, ha ledenez Sambia, e rannvro Kaliningrad, er reter. E goueled ar bae ez eus ul loc'h stummet gant dourioù ar stêr Wisła ha dispartiet diouzh Bae Gdańsk gant un erv hir, digor un tammig dre strizh-dour Baltiysk.

Un draezhenn war aod Bae Gdańsk.

Meur a borzh bras a gaver war aod Bae Gdańsk : Kaliningrad, Gdańsk, Gdynia, Puck, Sopot, Hel, Primorsk ha Baltiysk. Er bae en em daol dourioù ar stêr Wisła, war-eeun dre veur a skourr, ar stêr Leniwka, ar stêr Śmiała Wisła hag ar stêr Martwa Wisła, hag ivez, en un doare dieeun, dre loc'h ar Wisła.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all