Erv (douaroniezh)

Eus Wikipedia
Skeudenn tennet dre loarell eus Bae Gdańsk ma weler an erv a zisparti loc'h ar Wisla diouzh ar Mor Baltel.

Un erv zo ur bern traezh pe vein hag en em astenn er mor, war an aodoù. Stummet e vez gant traezh pe vili degaset gant ar mor hag a ya da zastum en ur riblennad, gant ur penn anezhi stag ouzh an aod hag ar penn all o valirañ en dour.

A-wechoù e vez an irvi-se a-stur gant an aod, mui pe vui, gant ul ledennad dour anvet loc'h pe morlenn a-dreñv dezho. Gallout a ra an erv en em astenn eus ur beg bennak tre betek ur beg all ha sparlet e vez dour al loc'h, dispartiet penn-da-benn diouzh ar mor. Lod eus an irvi avat ned eont ket tre eus an eil beg-douar d’egile ha neuze e vez un toull, ar gouzoug, etre an erv hag ar beg-douar, ma c'hall an dour tremen drezañ pa vez tre ha lanv.

A-wechoù e c'hall an irvi stagañ un enezenn ouzh an douar-bras. Kement-se a weler e Breizh, e meur a ledenez pe a c'hourenez, bet inizi gwechall : Seniz e Mor Bihan Gwened, Gourenez Kiberen...

Un nebeud irvi e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • an Erv Vili, war aod ar Vro Vigoudenn, etre Penc'horz ha Beg an Dorchenn
  • an Erv Saoz, pe Erv ar Saozon, e Morlenn Brest, war aod kumun Landevenneg
  • Erv an Talberzh, e Pleuvihan
  • Beg Terenez, e Plouganoù
  • Erv al Leti, etre Beg Mousterlin, e Fouenant, ha Beg ar Ruzed, e Benoded
Chesil Beach, e kreisteiz Bro-Saoz

E broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • A. Guilcher, P. Vallantin, J.-P. Angrand, P. Galloy, Les cordons litoraux de la rade de Brest, Bulletin du Comité Central d’Océanographie et d’Etudes des Côtes, 9, Genver 1957, pp. 21-54.
  • Per Flatres, Douaroniez Breiz, Emgleo Breiz, 1995, pp. 28-29, 46-47

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]