Bésame mucho

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Besame mucho (Pok din kalz) zo ur ganaouenn spagnolek brudet, savet e 1940 gant ar sonaozourez vec'hikan Consuelo Velázquez, pa ne oa ket 16 vloaz c'hoazh ha ne ouie diouzh blaz ar pokoù.
Kanet eo bet gant sonerien a-leizh dre ar bed, hag en ur bern yezhoù, lakaet eo bet e brezhoneg ivez.
Unan eus kanaouennoù brudetañ an XXvet kantved eo.


Ar werz spagnolek[kemmañ]

Bésame, bésame mucho,
Como si fuera esta noche la última vez.
Bésame, bésame mucho,
Que tengo miedo a perderte, perderte después.

Quiero tenerte muy cerca,
Mirarme en tus ojos, verte junto a mí.
Piensa que tal vez mañana
Yo ya estaré lejos, muy lejos de tí.

Bésame, bésame mucho,
Como si fuera esta noche la última vez.
Bésame, bésame mucho,
Que tengo miedo a perderte, perderte después.


Ar ganaouenn e brezhoneg[kemmañ]

Pok din-me
Pok din-me ma dousig
Evel pa vije
Homañ an noz diwezhañ
Pok din-me
Pok din-me ma dousig
Aon am eus
Rak da goll
Rak da goll ur wech all
C’hoant am eus da chom tost ez kichen
Da sellet ‚barzh da zaoulagad
Da vezañ ganit-te
Soñj ta marteze arc’hoazh
E vin-me gwall bell ac’han
Gwall bell ‘c’hanout-te
Pok din-me
Pok din-me ma dousig
Evel pa vije
Homañ an noz diwezhañ
Pok din-me
Pok din-me ma dousig
Aon am eus
Rak da goll
Rak da goll goude se


E galleg[kemmañ]

Div ganaouenn zo bet sonenrollet e galleg:

Hiziv dre vras e kav gwelloc'h ar C'hallaoued kanañ ar stumm orin.

E saozneg[kemmañ]

Kanet eo bet gant Frank Sinatra, Julie London, ha kalz tud all. Doare The Beatles n'eo ket un dra da gounaat.

Klevout ar werz[kemmañ]