Pok
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur pok a zo ur stokadenn graet gant diweuz un den ouzh un dra all, da ziskouez karantez peurvuiañ, pe doujañs, mignoniezh pe c'hoant.
Taolenn |
[kemmañ] Pokat ouzh tud
Meur a seurt pokoù zo, hervez an doare-ober, gant muzelloù stardet pe gant muzelloù digor, hervez al lec'h ma lakaer an diweuz, war ar jod pe war ar reizh, hervez an dud a boker dezho, serc'h pe kerent.
[kemmañ] Pokat ouzh traoù
Tud zo a bok da skeudennoù, delwennoù, mein, douar. Un emzalc'h relijiel e c'hall bezañ, pe neuze oberoù awenet gant treuzkredennoù.
[kemmañ] Bevoniezh
Dizemglev zo etre an denoniourien da c'houzout pe un ober desket pe un emzalc'h naturel eo pokat. Pokat a c'hall kas da oberoù reizhel.
Gant pokat e c'hall an danvez embaridi c'hwesa ha blasa feromenoù.
Chas, kizhier, ezen [1] , evned, ha loened all c'hoazh, a en em lip an eil egile, pe a lip tud a-wechoù. Hervez skiantourien zo eo kar an ober-se da bokat.
[kemmañ] Pok ha korfadurezh
Pa vezer o pokat e lakaer kalz a gigennoù da labourat: 34 c'higenn eus an dremm, ha 112 all. [2][3] Evit pokoù zo e implijer an teod (French kiss ar saoznegerien). Hennezh a vez graet ar pok martolod anezhañ a-wechoù.
[kemmañ] Tapout kleñvedoù
Kleñvedoù zo a vez tapet ivez dre bokat d'an dud, pa vez ar viruzoù en halv: mononukleoz, herpes, met HIV n'haller ket, goude ma vije c'hoarvezet ur wech, e 1997 met abalamour e oa gwad en halv an hini e oa .[4]
[kemmañ] Pokat, er sevenadur kornogat
Ur merk a hoal hag a zoug karantezus eo ar pokoù . E sevenadur ar c'hornôg hiziv e c'hall bezañ ur merk a vignoniezh ivez etre trud a en em anavez hag a bok an eil d'egile d'en em saludiñ.[5] Kement-se a vez graetetre skolidi eus ar memes skol, etre tud er memes labour da skouer.
[kemmañ] Pokat e-maez ar bed kornôk
Skrivet e vez a-wechoù n'eo ket an holl dud war an douar a ra pokoù .[6] Er c'hreisteiz d'ar Sahara , en Azia, e Polinezia, e-touez Indianed Amerika, ne oa ket anavezet ar pokoù ken na oa bet degaset ar c'hiz gant tud Europa.[7]
[kemmañ] Pokat er relijion
- Muzulmiz a bok d'ar Maen Du e-kerzh an Hajj, an droiad-pirc'hirinañ (da v-Mecca).
- Ar pok a beoc'h, a vez graet el liderezh kristen,
- Gwelet e vez ar pab a-wechoù o pokat d'an douar pa zegouezh en ur vro.
- Pokat da droad ar pab a ra e weladennerien .
- E broioù zo e poker da walenn ur c'hardinal pe un eskob, da zorn ur beleg.
- Ar Yuzevien a bok
- da voger Templ Jeruzalem ,
- d'an Torah,
- kristenien reizhkredennek a bok d'an ikonoù, d'ar groaz, da zorn ar beleg,
- katoliked a bok d'ar chapeled, d'o dorn goude ober sin ar groaz, da c'hloazoù Jezuz war ar groaz, pe da skeudennoù all eus ar Basion;
- Hindouiz a bok da zouar o zemploù.
[kemmañ] Pokoù brudet
- En Aviel e voe trubardet Jezuz gant Judaz a roas ur pok dezhañ. Kaoz a vez eus pok Judaz hiziv c'hoazh.
- Ar pok d'an aerouant, er mojennoù
- Ar pok d'an touseg, e mojennoù all
- Ar pok d'an naer, gant ar fakired
- Pok Eros, un delwenn gant Antonio Canova e 1793
- Oberennoù arzel anvet Ar pok
[kemmañ] Ar pokoù er yezh
- Ar pok trouz a strak war an divjod
- Ar pokoù c'hwek, pe tomm, a vez roet war ar genoù, evel ar pok martolod, pe ar pok penn-da-benn.
- Ar pok Spagn: reiñ ur pok Spagn d'ur vaouez zo kement hag he lakaat brazez.
- Bezañ pok-ha-pok: atav o pokat an eil d'egile; alies ivez bezañ stok-ha-stok.
- Pok d'an dorn
- Pok kloz
- Pok eskimo
[kemmañ] Pennadoù kar
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Hervez al lavar latin Asinus asinum fricat
- ↑ Adrienne Blue (1996-06-01). "The kiss", The Independent (London). Retrieved on 2008-08-29.
- ↑ Roger Highfield (2006-10-17). "Seal with..146 muscles", The Telegraph. Retrieved on 2008-08-29.
- ↑ [http://query.nytimes.com/gst/fullpage.html?res=9D07EFD91139F932A25754C0A961958260 Case of H.I.V. Transmission Is First to Be Linked to Kiss - New York Times
- ↑ Larry James (2008-03-04). "The Romantic Kiss", The Zambian Chronicle. Retrieved on 2008-08-29.
- ↑ [http://www.sciam.com/article.cfm?id=affairs-of-the-lips-why-we-kiss&page=4 Affairs of the Lips: Why We Kiss: Scientific American
- ↑ Patrom:Citeweb
[kemmañ] Lennadurezh
- Denise Medico-Vergriete, Le Baiser, Stanke, Montréal 1999, ISBN 2760406792
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Put your sweet lips... (Istor ar Pok), Keith Thomas, The Times, 11 a viz Mezheven, 2005
- The Kiss of Life, Joshua Foer, New York Times, 14 a viz C'hwevrer, 2006
- How Kissing Works, History and Anatomy of the Kiss, Tracy V. Wilson, Howstuffworks
- Kiss in the Street, Etienne Martin, StreetArt
- Scientific American Affairs of the Lips: Why We Kiss
- Pokoù brudet Adalek hini Judaz betek hini ar Spider-Man stadunanat
- Wiki articles on how to Kiss and french kiss
- Penaos pokat
