Arthur Schnitzler

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arthur Schnitzler
Arthur Schnitzler
Anv ofisiel Arthur Schnitzler
Obererezh Romantour, daneveller, saver pezhioù-c'hoari, kazetenner
Ganedigezh e 1862
e Vienna, Aostria Aostria
Marv e 1931
e Vienna, Aostria Aostria
Yezh skrivañ Alamaneg
Oberennoù pennañ
Fräulein Else, Leutnant Gustl, Traumnovelle

Dr. Arthur Schnitzler (15 a viz Mae 1862, Leopoldstadt (Vienna) - 21 a viz Here 1931, Vienna) a oa ur skrivagner ha dramaour aostrian.

Buhez[kemmañ]

Arthur Schnitzler a oa mab ur medisin-kornailhenn hungariat ha yuzev anavezet, Johann Schnitzler, ha Luise Markbreiter, merc'h ar medisin eus Vienna Philipp Markbreiter. Ganet e oa bet e Praterstrasse 16, Leopoldstadt, Vienna, en Impalaeriezh Aostria-Hungaria. Krog e oa da studiañ medisinerezh e skol-veur Vienna e 1879. E 1885 e voe anvet doktor war ar medisinerezh hag e labouras e Pennospital Vienna (alamaneg: Allgemeines Krankenhaus der Stadt Wien, AKH). A-benn ar fin e paouezas gant al labour medisin evit skrivañ.


Tabut a veze alies war e oberennoù, abalamour ma teskrivent fraezh ar reizhelezh (Sigmund Freud, en ul lizher da Schnitzler, a anzavas "seblantout a ra din ho peus desket diouzh santadur - evel disoc'h imbroud-spered ho skiantoù avat - pep tra a zo bet ret din dizoloiñ dre labourat tenn war dud all") ha ma savent a-enep krenn an enebyuzeviezh, evel e-barzh ar pezh-c'hoari Professor Bernhardi hag ar romant Der Weg ins Freie. Koulskoude, daoust da Schnitzler bezañ bet Yuzev, emañ Professor Bernhardi ha Fräulein Else e-touez an nebeud tudennoù anavezadennet sklaer evel Yuzevien en e skridoù.

Liboudenneg a voe graet eus Schnitzler goude embannadur ar pezh-c'hoari Reigen, m'eo diskouezet ennañ dek tudenn a-raok ha goude ar par, gant ur c'hast en deroù hag en dibenn. Ar wallskouer diwar-benn ar pezh-c'hoari-mañ a voe eztaolet gant gerioù enepyuzev a-grenn; oberennoù Schnitzler a voe meneget evel "fank yuzev" gant Adolf Hitler. Azasaet e voe Reigen en ur film gallek er bloavezhioù 1950 gant ar film-aozer alaman Max Ophüls, dindan an anv La Ronde.

En danevell Fräulein Else e c'hellfe Schnitzler dizarbenn un dezrann eus an tudennoù yuzev gant Otto Weininger, en ur ziskouez reizhelezh an dudenn yuzev yaouank, ur plac'h anezhi. An istor, kontet hervez giz "froud an emskiant", gant ur plac'h yaouank brientinel he-unan, a laka an dudenn da vezañ daoust pe zaoust, hag a dro da fall.

Oberennoù dibabet[kemmañ]

Pezhioù-c'hoari[kemmañ]

  • Anatol (1893).
  • Liebelei (1895), a voe azasaet dindan an anv Liebelei gant Max Ophüls
  • Freiwild (1896)
  • Reigen (1897), anvet gwelloc'h evel La Ronde
  • Paracelsus (1899)
  • Der grüne Kakadu (1899)
  • Der einsame Weg (1903)
  • Zwischenspiel (1904)
  • Der Ruf des Lebens (1906)
  • Komtesse Mizzi oder Der Familientag (1907)
  • Der junge Medardus (1910)
  • Das weite Land (1911).
  • Professor Bernhardi (1912)
  • Komödie der Verführung (1924)

Romantoù[kemmañ]

  • Der Weg ins Freie (1908)
  • Therese (1928)

Danevelloù[kemmañ]

  • Sterben (1895)
  • Leutnant Gustl (1900)
  • Berta Garlan (1900)
  • Der blinde Geronimo und sein Bruder (1902)
  • Die Weissagung (1905)
  • Casanovas Heimfahrt (1918)
  • Fräulein Else (1924)
  • Traumnovelle (1925/26), azasaet goude-se evel Eyes Wide Shut gant ar film-aozer amerikan Stanley Kubrick)
  • Spiel im Morgengrauen (1926)
  • Flucht in die Finsternis (1931)