Angus Young

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Angus Young (2001)

Angus McKinnon Young, bet ganet d'an 31 a viz Meurzh 1955 e Glasgow (Bro-Skos), a zo ar gitarour solo eus ar strollad hard rock aostralian AC/DC.

E vuhez[kemmañ]

Angus Young ar bugel iwezhañ eus e familh, en deus kuitaet Bro-skoz asambles gant e dud evit dont d'en em staliañ en Aostralia e 1963, tro Sydney. Gwell e voe dezhañ ar rock evit ar studioù, hag e tilezas ar skol abred (da 15 vloaz). Krouiñ a reas e strollad kentañ Tantrum, a-raok sevel ar strollad AC/DC asambles gant e vreur Malcom Young. Seniñ a ra gant ur Gibson SG 1968, gwisket abaoe ar penn kentañ evel ur skoliad war al leurenn. Dimezet eo gant Ellen Young, un izelvroadez, ha bevañ a ra ganti en Izelvroioù.


Liammoù liesseurt[kemmañ]