Alkinoos
Alkinoos ( Ἀλκίνοος e gregach, da lavarout eo « spered galloudus ») a oa ur mab da Nausithoos pe da Feaks. Pried e oa da Arete ha tad e oa da Naosikaa, Halios, Clytonée ha Laodamas.
Taolenn |
Mojennoù[kemmañ]
Argonaoted[kemmañ]
Hervez mojenn Jason hag an Argonaoted edo Alkinoos o chom gant e wreg Arete en Drepane. Pa zistroas an Argonaoted eus Kolc'his, e teujont d'e enezenn. Pa zeuas tud Kolc'his war o lerc'h betek Drepane e c'houlennjont ma vije daskoret o friñsez Medea, serc'h Jason, dezho, hag Alkinoos a lavaras e vije roet dezho ma oa gwerc'hez bepred, met ma oa gwreg Jason e vije diwallet gwreg hag ozhac'h gantañ. Ma rankas tud Kolc'his mont kuit hep o friñsez. Evel-se e c'hallas an Argonaoted distreiñ d'ar gêr, ha gante profoù digant Alkinoos. [1][2][3]
En Odisseia[kemmañ]
Hervez Homeros, edo Alkinoos o ren war ar Faiakiaiz (en Enez Sc'heria a-hervez), ha gant e bried Arete en devoa bet pemp mab hag ur verc'h, Nausikaa.[4]
Notennoù[kemmañ]
- ↑ Apollonios Rodos, iv. 990-1225
- ↑ Orph. Argon. 1288, &c.
- ↑ Apollodoros, i. 9. § 25, 26
- ↑ Homeros, Odysseia vi. 12, &c., 62, &c