Faiakiaiz
Eus Wikipedia
E mitologiezh Henc'hres, ar Faiakiaiz[1] (en henc'hresianeg οἱ Φαίακες hoi Phaíakes, eus an henc'hresianeg φαιός phaiós, « gris[2] ») zo ur boblad moraerien, deskrivet gant Homeros e kanoù VI, VII, VIII ha XIII an Odisseia.
El lodenn vrudetañ eus an Odisseia diwar o fenn e tanevell Homeros penaos e kasont Odisseüs da Itaka. Lezel a reont anezhañ en e enezenn e-keit ha m'emañ o kousket ha pa zihun e kav profoù Faiakiaiz en e gichen. Poseidon a gastiz anezhe eus ar sikour o deus roet da Odisseüs ouzh o treiñ e maen war o hent d'ar gêr.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Appolodoros, Biblioteke, I, 9, 25 (lenn enlinenn) hag Epitome, VII, 25 lenn enlinenn)
- ↑ Liddell et Scott, A Greek-English Lexicon, s.o. φαιός.
Levrlennadur [kemmañ]
- Jean Cuisenier Le Périple d'Ulysse, Fayard, Pariz, 2003, 453 pajenn.
- Victor Bérard, Nausicaa et le retour d'Ulysse, Les navigations d'Ulysse, Armand Colin, Pariz, 1929.