Alexander McQueen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alexander McQueen

Alexander McQueen, be ganet Lee Alexander McQueen, (17 a viz Meurzh 1969 e Londrez - 11 a viz C'hwevrer 2010 e Londrez) a oa ur c'hrouer dilhad breizhveuriat.

E vuhez[kemmañ]

Deskiñ a reas ar vicher e Saint Martins e Londrez, ha gwrier e voe e ti Anderson & Sheppard. E 1996 e voe degemeret e ti Givenchy ma labouras betek 2001. Dic'hortoz ha divoutin e oa an dilhad krouet gantañ, ha lesanvet e voe "the hooligan of English fashion". Kement giziaoueg ijinet gantañ a oa diazezet war un dodenn bennak : bed ar vorlaeron (SS 2003, Ishu), pe bed Alfred Hitchcock ha hini an aktorez Kim Novak (FW 2005, Nameless). Dibar e oa ivez an doare ma aoze e zibunadegoù dilhad : lakaat a rae e ziskouezered-dilhad da zañsal (SS 2004, Deliverance) pe da vezañ heñvel ouzh pezhioù ur c'hoari echedoù (SS 2005, It's Only A Game). Etre dibenn 2002 ha 2010 ec'h ijinas ivez dilhad evit ar baotred. Krouiñ a reas ivez c'hwezh-vat evit ar maouezed : Kingdom ha MyQueen.

Kenlabour[kemmañ]

Alexander McQueen a genlabouras gant tud all evel an toger Philip Treacy, ar bravigour Shaun Leane ha kanerezed evel Björk pe Lady Gaga.

Liamm diavaez[kemmañ]