Lady Gaga
| Lady Gaga | |
|
Lady Gaga e 2011 o kanañ Born This Way e-pad un Europride e Roma, Italia.
|
|
|
|
|
| Anv | Stefani Joanne Angelina Germanotta |
|---|---|
| Ganet | 28 a viz Meurzh 1986 New-York |
| Micher(ioù) | Aozerez, kompozerez, kanerez |
| Doare(où) | Pop Dance |
| Doare mouezh | Contralto |
| Benveg(binviji) | Kan, piano (abaoe 1990) |
| Bloavezhioù oberiant | Abaoe 2006 |
| Label(ioù) | Def Jam Kon Live Cherry Tree Interscope Records Streamline |
| Lec'hienn ofisiel | ladygaga.com |
|
|
|
| Endro | The Pussycat Dolls Britney Spears Akon Colby O' Donis Space Cowboy Flo Rida Kanye West RedOne Beyoncé Elton John |
| kemmañ |
|
Lady Gaga (Stefani Joanne Angelina Germanotta) zo ur ganerez amerikan.
Buhezskrid [kemmañ]
Hi a lavar eo bet levezonet kalz gant tud veur ar sonerezh pop evel David Bowie ha Madonna. Brudet eo Lady Gaga evit ur seurt follentez a vez gwelet e-barzh he c'hlipoù video. An arzourez gentañ eo a oa deuet a-benn da dizhout ur miliard a sellerien war Youtube gant tri c'hlip (Bad romance, Poker Face ha Just Dance).
Abaoe he yaouankiz primañ he deus klasket Lady Gaga ober he red-micher hini un arzourez met ne ouie ket ma he doa c'hoant da vezañ un dañsourez, ur ganerez pe ur c'hoarierez.Hi a zo ar personelezh brudetañ eus ar rouedad "Twitter". Lady Gaga zo englouestlet e-barzh kalz a aozadurioù madobererezh. Goude ar c'hren-douar a oa c'hoarvezet e Haiti e 2010, he doa roet Lady Gaga ur sonadeg bras hag an holl c'hounidoù a oa bet profet evit adsevel Haiti. Ar sonadeg a oa bet graet d'ar 24 a viz Genver.
Albomoù [kemmañ]
Savet he deus tri albom.
- 2008 : The Fame
- 2009 : The Fame Monster
- 2011 : Born This Way
E miz Du 2010, Lady Gaga he doa gwerzhet 70 milion a bladennoù e-barzh ar bed, en o zouez 17 million a albomoù ha 53 million a single.