Abati Montmajor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwel hollek war an abati
Ar c'hloastr hag an tour

Abati Montmajor[1] zo un abati Beneadiz savet e Provañs e 948[2]. Emañ e-kichen Arle, en departamant Bouches-du-Rhône.

Istor[kemmañ]

Savet e voe war reier e-kreiz geunioù, en Xvet kantved. Dont a reas buan da vezañ unan eus abatioù pinvidikañ Provañs ha kresket e voe, etre an XIvet hag an XVIIIvet kantved, gant savadurioù nevez. En XIvet kantved e voe beziet konted Provañs eno.

Er Grennamzer e veze graet ur pardon d’an 3 a viz Mae ha dont a rae miliadoù a dud da v-Montmajor.

Dilezet e voe an abati e dibenn an XVIIIvet kantved ha dismantret e voe e-pad an Dispac'h gall.

Lakaet e voe an abati da vonumant istorel e 1840 hag adsavet e voe da vare an Eil Impalaeriezh c'hall. Abaoe 1945 ez eo perc’hennet gant ar Stad c’hall.

En hollad savadurioù Montmajor e kaver ur peniti (XIvet kantved), ur manati eus ar Grennamzer (XIIvet kanved), un tour-ged (XIVvet kantved) hag ur manati klasel (deroù an XVIIIvet kantved).

Notennoù[kemmañ]

  1. Montmajor en okitaneg, Montmajour e galleg
  2. Parc naturel du Luberon, Autour de l’An Mil en pays de Forcalquier, p. 7

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.