Mont d’an endalc’had

20 Chansons Bretonnes

Eus Wikipedia
Golo an embannadur orin, 1933

20 Chansons Bretonnes zo un dastumad kanaouennoù pobl bet kendoniet gant G. Arnoux hag embannet e 1933 e ti Henry Lemoine e Pariz.

Petra bennak ma 'z eo an daolenn e galleg penn-da-benn, ar c'hanaouennoù brezhonek, 16 diwar 20, zo kinniget e diabarzh al levrig gant o zitl brezhonek.
War pep pajenn gleiz emañ an ton hag ar poz kentañ ; a-dal d'ar sonerezh emañ ar pozioù all.
Pa vez brezhonek ar ganaouenn emañ troidigezh c'hallek ar poz kentañ dindan ar skrid brezhonek, evit ma c'hellfed kanañ en eil yezh pe eben ; a-geñver d'an ton emañ ar pozioù brezhonek all hag o zroidigezh c'hallek.

Kanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Le clocher à jour (An tour dantelezet)
  2. Vrais Bretons (Gwir Vretoned)[1]
  3. Sur le pont de Nantes (War bont an Naoned)[2]
  4. La tourterelle (An durzunell)
  5. Ma petite maison (Va zi bihan)[3]
  6. Le chiffonnier (Ar pilhaouer)[4]
  7. La petite servante (Ar vatez vihan)[5]
  8. Mathurin l'aveugle (Matelin an dall)[6]
  9. Gémissements (Hirvoudou)[7]
  10. Louisette et Pierre (Loeizaig ha Perig)
  11. Corentin et Marivonnette (Kaourintinig ha Marivonig)[8]
  12. Les gars de Roscoff (Paotred Rosko)[9]
  13. Les gars de Locminé[10]
  14. La visite à Isabiau[11]
  15. La rupture[12]
  16. Le petit mari
  17. Cantique de Communion (Kantig war ar Gomunion)
  18. Cantique de Purgatoire (Ar Purkator)
  19. Dors ma Bretagne (Kousk Breiz Izel)[13]
  20. Vieille terre de mes pères (Bro goz ma zadou)
  1. War ton Seziz Gwengamp Barzhaz Breizh.
  2. Ton hervez H. Guillerm.
  3. Diwar ur gerzenngembreat.
  4. Hervez an aotrou Bodeur, rektor parrez Lokeored, war-dro 1870.
  5. Barzhoneg gant Koulmig Arvor (Filomena Kadored) ; ouzphpenn ar skrid orin emañ ar pozioù brezhonek a ganer e Bro-Leon.
  6. Gant an aotrou Le Quéré.
  7. Kerzenn skosat.
  8. Kendiviz etre daou vugel ; hervez an aotrou Mayet.
  9. War un ton kembreat ; komzoù gant Marc'heg Arvor (ar c'hont E. d'Herbais).
  10. Peder c'hanaouenn a Vreizh-Uhel.
  11. E galleg Breizh-Uhel.
  12. Kendiviz.
  13. Gant an aotrou Maréchal.