.bzh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo ar gevredigezh

Un astenn domani eus al live kentañ war Internet evit kumuniezh ar Vretoned eo .bzh, deroet gant an ICANN d'an 10 a viz Mae 2013.

Istor[kemmañ]

Er bloaz 2004 e oa bet roet lañs, gant Christian Ménard, kannad eus Penn-ar-Bed, d’ar soñj sevel un astenn kenrouedad .bzh[1]. Goude krouidigezh ar .cat, an astenn kenrouedad evit kumuniezh yezh ha sevenadur Katalonia, e oa adlañset ar soñj eus un astenn evit Breizh. A drugarez d’ar sinadeg aozet gant lec’hienn Mikael Bodlore-Penlaez Geobreizh.com[2] ez eus bet roet ul lusk kentañ d’ar mennozh. Goude-se o deus votet meur a strollegezh lec’hel mennadoù a-du gant ar raktres. A-unvouezh o deus roet Kuzul-meur Il-ha-Gwilen (14 a viz Ebrel 2006), Kuzul rannvro Breizh (14 a viz Mezheven 2006), Kuzul-meur Penn-ar-Bed (15 a viz Mezheven 2006) o harp da grouidigezh an astenn .bzh.

E 2007 en deus karget Kuzul rannvro Breizh ar gevredigezh Breizh Diawel da gas da benn ur studiadenn greüsted hag ivez aozañ ul luskadeg en-dro d’ar raktres. Goude ar studiadenn-mañ e oa bet krouet ur gevredigezh nevez (d'ar 16 a viz Gouere 2008, David Lesvenan he frezidant kentañ), dindan renerezh ur poellgor sturiañ gant an holl re o doa kemeret perzh e brudañ ar .bzh, evit dougen kinnig Breizh da gaout hec'h astenn kenrouedad.

Karget eo eta ar gevredigezh www.bzh da sevel an teuliad emginnig, dastum an arc’hant ret evit ma vo degemeret an teuliad-se ha brudañ ar .bzh e-mesk kumuniezh ar Vretoned. E 2008 he deus bet ar gevredigezh ur skoazell-arc’hant gant Kuzul rannvro Breizh.

E 2012 he doa tapet ar sinadeg kaout en tu-hont da 20 000 a dud.

D’an 10 a viz Mae 2013 eo bet deroet an astenn-se gant an ICANN[3].

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù[kemmañ]

Mammennoù[kemmañ]

  1. http://www.christian-menard.com/article.php?art=21
  2. http://www.geobreizh.com
  3. Pennad war Ouest-France