Émile Guépratte
Paul Émile Amable Guépratte, pe Émile Guépratte c'hoazh a oa bet ganet e Granville (Manche) d'an 30 a viz Eost 1856. Ofiser a vor gall e oa, echu e vicher er renk da eil amiral.
Aet e oa bet da Anaon e Brest d'an 21 a viz Here 1939.
Taolenn |
Buhezskrid [kemmañ]
Orinoù ha yaouankiz [kemmañ]
Mab e oa da Charmes Emile Guépratte, kabiten lestr, ha da Eugénie Constance Jéhenne, ha mab-bihan d'an amiral breizhat Aimable Constant Jéhenne .
Dimeziñ a reas gant Thérèse Marie Virginie Gourdan e 1883, bet ganet tri bugel ganto.
Heuliañ a reas kentelioù Lise impalaerel Brest e 1868 a-raok mont da Skol an arme-vor d'ar 1añ a viz Here 1871. Tapet e oa bet ar breved lestr-tarzher gantañ e 1883
Micher arme [kemmañ]
Mil vrudet e oa abalamour d'e galon e-kerzh Emgann an Dardanelloù (19 a viz C'hwevrer 1915 - 9 a viz Genver 1916).
Deroet e oa bet dezhañ al lietennoù da-heul :
Marc'heg al Lejion a enor, 29 a viz Kerzu 1887,
Ofiser al Lejion a enor, 30 a viz Kerzu 1901,
Komander al Lejion a enor, 28 a viz Ebrel, 1915,
Ofiser meur al Lejion a enor, 2 a viz Gouere 1918,
Urzh Saint-Georges (Impalaeriezh rusian), 28 a viz Kerzu 1916,
Kordonenn veur Urzh an Erer gwenn (Serbia), 2 a viz Gwengolo 1917.