Éamonn Ceannt

Eus Wikipedia
Éamonn Ceannt

Éamonn Ceannt (Edward Thomas Kent), ganet d'an 21 a viz Gwengolo 1881 ha marvet d'an 8 a viz Mae 1916, a oa ur broadelour hag un dispac'hour iwerzhonat.

Ceannt a zo bet ganet e Glenamaddy e Ballymoe e-barzh kontelezh Galway en ur familh a seizh bugel. E dad oa un ezel eus ar Royal Irish Constabulary, polis Iwerzhon ar gouarnamant saoz. Pan eas war e leve e 1882, eñ hag e familh a yeas war-zu Dulenn.

Eno e teuas Ceannt da vezañ desachet gant ar strolladoù sevenadurel hag ar stourm broadel iwerzhonat. Dont a reas da vezañ un ezel eus ar Gaelic League (adalek e zonedigezh er gevredigezh e cheñchas stumm e anv "Edward" evit kemer ar stumm iwerzhonek: "Éamonn") ha dont a reas da vezañ ur soner pib-ilin eus ar re wellañ. Mont a reas da seniñ dirak ar Pab Pi X. Labourat a reas e kontouriezh an Dublin Corporation.

War-dro 1913 e teuas da vezañ un ezel eus an Irish Republican Brotherhood, ha diwezhatoc'h unan eus krouerien an Irish Volunteers. Ceannt oa unan eus izili kuzul milourel evit aozadur Emsavadeg Pask e 1916, ha sinañ a reas gant ar re all embannadenn ar Republik. Lakaet e oa bet e penn 4vet batailhon ar Volunteers, hag e-pad an emsavadeg e oa staliet e South Dublin Union hag e-kichen strilherezh Marrowbone Lane gant ouzhpenn kant den dindan e urzhioù (e eil-a-gamp, Cathal Brugha, ha William Thomas Cosgrave). E vagad-stourm a reas kalz a emgannoù e-pad ar sizhunvezh, met kodianañ a rejont d'ar Saozon pa oa bet goulennet diganto gant ar c'homandant Patrick Pearse. Tachennoù ha savadurioù dalc'het gant Ceannt a oa e-touez a re nemeto na oant ket bet tapet gant ar Saozon (gant Milin Boland dalc'het gant Éamon de Valera).

Ceannt a zo bet toullbac'het e Kilmainham betek ma vije kaset d'ar marv d'an 8 a viz Mae 1916, pa oa 34 bloaz.