Cathal Brugha

Eus Wikipedia
Cathal Brugha

Cathal Brugha (e anv a orin Charles William St. John Burgess), ganet d'an 18 a viz Gouere 1874 ha marvet d'ar 7 a viz Gouere 1922, a oa un dispac'hour iwerzhonat, hag a gemeras perzh en emsavadeg Pask, e brezel dizalc'hidigezh Iwerzhon hag e brezel diabarzh Iwerzhon.

Ganet eo bet e Dulenn en ur familh hanter brotestant ha hanter gatolik. Brugha a zo bet desket er Jesuit Belvedere College, ha ket gant an Irish Christian Brothers evel ma oa kont ivez evit darn eus an emsavidi iwerzhonat. Met rankout a reas mont kuit pa oa c'hwezek vloaz abalamour ma oa rivinet e dad. Brugha a zeuas da vezañ implijad en un embregerezh ispisializet er binvioù relijiel evit al lidoù.

E 1899 e teuas Brugha da vezañ ezel eus ar Gaelic League hag e 1913 e voe lakaet letanant en Irish Volunteers. E-pad emsavadeg Pask e 1916 e oa eilkomandant e South Dublin Union, dindan aotrouniezh Éamonn Ceannt. E-pad an emsavadeg eo bet gloazet bras gant ur c'hreunadenn, gant tennoù ha boledoù a bep seurt, hag an dud a soñje ne c'hellfe ket chom bev gwall bell.

E miz Here 1917 e voe lakaet e penn strollad ren an Irish Republican Army (IRA), hag e chomas gant ar memes karg betek miz Meurzh 1919. E 1918 e voe dilennet en Dáil Éireann (parlamant Iwerzhon) evel kannad evit Waterford, ha diwezhatoc'h e teuas da vezañ ministr an difenn. Abalamour ma oa ezvezant Éamon de Valera hag Arthur Griffith e renas Brugha emvod kentañ an Dáil Éireann d'an 21 a viz Genver 1919.

Brugha a oa brudet evit e eneberezh ouzh unan a oa e-touez ar re bennañ en emsav iwerzhonat: Michael Collins. Collins, daoust ma ne oa nemet e penn servijoù kuzh an IRA, en doa muioc'h a levezon war an aferioù milourel eget Brugha. Ouzhpenn da se Brugha oa ministr ar gwareziñ ha Collins ne oa nemet hini an arc'hantañ. Abalamour d'e renk uhel e-barzh kevredigezh an Irish Republican Brotherhood e oa deuet Collins da vezañ galloudus kenañ. Eñ eo kentoc'h a rae war-dro an aferioù milourel (prederiet en deus war an teknikoù brezel hag ar strategiezhioù, kemer a rae perzh en emgannoù). Hag ouzhpenn da-se en doa Michael Collins muioc'h a vrud eget Catahl Brugha. E-pad un emvod eus an IRA e miz Eost 1920 e kavas abeg Brugha e teknikoù brezeliñ Collins, hag e kinnige doareoù ober all. Met sklaer e oa ar fed e oa diboell e sell war ar brezel ha dibosupl da lakaat war-sav an traoù-se. Brugha en doa bet atav ur mennozh eus ar brezel diazezet war meizad un talbenn da lakaat da gilañ betek ma vije skarzhet ar Saozon. Michael Collins a oa enebet ouzh ar soñj-se.

D'ar 7 a viz Genver 1922 e vouezhias Brugha a-enep ar feur-skrid iwerzhon-ha-saoz. E-pad an divizoù e kavas abeg er fed ma oa bet lesanvet Michael Collins gant kazetennoù 'zo "The man who had won the war" (An den hag a c'hounezas ar brezel"), peogwir, hervez Brugha, n'en oa ket Collins ur renk gwall uhel en aozadur an emsav, ha ne oa ket eñ hag a oa penn-kaoz evit gwir eus an trec'h. An dra-se a ziskouez mat e vage Brugha ur warizi kreñv kenañ ouzh Collins. Reiñ a reas e zilez er parlamant, ha erlec'hiet eo bet er ministrerezh gant Richard Mulcahy. Pa darzhas ar brezel diabarzh d'an 28 a viz Even 1922 en em lakaas eus tu ar strolladoù a oa a-enep ar feur-skrid. Kemer a reas perzh e seziz savadurioù e O'Connell Street e Dulenn. Met adalek miz Even e oa deuet a-benn soudarded ar Free State da lakaat an emsavidi da gilañ.

Darn eus ar soudarded enep-feur-skrid hag en em ganne ouzh aotroniezh Oscar Traynor a zeuas a-benn da dec'hout kuit eus O'Connel Street pa begas ur gwall-tan er savadur, en ur leuskel Brugha e-penn ur stollad soudarded. D'ar 5 a viz Gouere ec'h urzhias d'e dud dilezel an emgann. Mont a reas war-zu arme ar Free State en ur zispakañ ur revolver. Tizhet e voe gant ur boled en e c'har, hag an tenn a yeas betek ur wazhienn-gas, o tegas ar marv dezhañ. Mervel a reas d'ar 7 a viz Gouere 1922, 11 devezh goude e 48vet deiz-ha-bloaz. Emañ e vez e bered Glasnevin.