Livouriezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Al livouriezh a zo un arz neuziañ ma vez implijet evit neuziañ skeudennoù ha figurennoù dre lakaat tresoù livet war danvezioù liesseurt. Evit komz eus an teknikoù implijet e vez graet gant ar ger liverezh.
Gant livioù dourennek pe gludek pe gant traezhennoù karget gant lioù e vez klasket sevel un daolenn a c'hell bezañ priziet gant an arvesterien. Savet e vez livadurioù war gorreadoù plad hag ivez war pep seurt traoù digompez (delwennoù, listri, mogerioù kromm, karregoù).
Istor al livouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sellet ouzh ar pennad Istor al livouriezh
Kavet eo bet al livadurioù koshañ e Bro-C'hall er C'hev Chauvet hag e c'hellfent bezañ bet savet 32 000 bloaz zo. Bez ez eus gwiskadoù livioù hag engravadurioù. Al livioù a zo ar bouliermini ruz hag an du. Dispaket zo bet kezeg, leoned, bualed, mammouted, frikorneged hag tudennoù, ar re-se o chaseal peurvuiañ.
E meur a vro eo bet kavet kevioù livet darn o mogerioù e Bro-C'hall, Spagn, Portugal, Sina, Aostralia, etc...
Lod a skiantourien a gred eo bet savet tud o chaseal hag al loened da vezañ tapet ganto evit ober ul seurt liderezh, blaz ar relijion warni, a gasfe muioc'h a chañs d'ar chaseourien.
E sevenadurioù ar C'hornôg ez eus un doareoù hengounel ha kemplez gant al liverezh dre eoul hag an dourliverezh evel teknikoù pennañ. Er Reter, e vez graet dreist-holl gant al livioù-skrivañ (du pe e liv) gant hengounioù kemplez ivez.
Stiloù el livouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arz ar gentidi
- Arz diaoz
- Arz diheverz
- Arz Deco
- Arz barok
- Arz garv
- Arz skeudennus
- CoBrA
- Color Field
- Sevelouriezh
- Combined Realism
- Kubouriezh
- Eztaolouriezh
- Eztaolouriezh goude diheverzouriezh
- Faovouriezh
- Folk
- Dazontouriezh
- Graffiti
- Hard-edge
- Liverezh romantel
- Lyrical Abstraction
- Orbidouriezh
- Arz bihanañ
- Modernism
- Nevezklaselezh
- Op art
- Orphism
- Painterly
- Photorealism
- Miniadurenn Bersia
- Poentigouriezh
- Pop Art
- Postmodernism
- Post-painterly Abstraction
- Precisionism
- Pseudorealouriezh
- Realouriezh
- Rectoversion
- Realouriezh romantel
- Realouriezh sokialour
- Reterouriezh
- Simplouriezh
- Skeudennadur dieub
- Stoukouriezh
- Dreistrealouriezh
- Tachism
- Tonalism
- Trivliadelouriezh