Mont d’an endalc’had

Galateg

Eus Wikipedia
Galateg
(?)
Henyezh
Perzhioù
Komzet e : Yezh varv
Rannved :
Komzet gant : Yezh varv
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 -
ISO 639-3
Kod SIL -
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh keltiek kar-nes d'ar galianeg eo ar galateg hag ur yezh varv a zo bet komzet e Galatia, bro ar C'halated, e-kreiz Azia-Vihanañ tro-dro da gêr-benn Turkia, Ankara hiziv (bet Ankira hag Angora gwechall). N'eus chomet nemet nebeut a roudoù pa n'eus testenn hir anavezet ebet anezhi. Anaout a reer war-dro 120 ger, anvioù-tud an darn-vuiañ anezho. Deuet int betek ennomp dre ar skridoù gresianek kozh ha dre un nebeud enskrivadurioù.

Deuet e oa ar C'halated, ur bobl kar d'ar C'halianed, da reiñ skoazell da roue Bitinia, hag en em staliañ a rejont e kreiz Azia-Vihanañ war-dro 277 kent JK. Menegiñ a ra sant Yerom e veze komzet galateg c'hoazh er IVe kantved, hag e oa ur yezh heñvel ouzh hini tud Trier (Alamagn hiziv) hervezañ.

Mesket eo bet tamm-ha-tamm ar C'halated gant ar c'hresianegerien ken ne ouzer ket pegoulz eo bet aet o yezh da get. Aloubet eo bet o bro gant an Durked seldjoukour en XIvet kantved.

Keñveriadur gant yezhoù keltiek all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hervez Strabon en em vode ar C'halated aozet e tri meuriad en ul lec'h anvet Drunemeton (30 km e Su Ankara hag heñvel a-walc'h e seblant bezañ ouzh lec'h bodañ ar Garnuted). Komprenet e vez evel Dru + nemeton, ur ger galianeg evit lec'hioù sakr a veze stank e broioù ar C'halianed. Neved a vez graet anezho e brezhoneg. Hervez lod e teu dru eus ar wrizienn geltiek evit an derv, met talvezout a ra ivez kement ha gouiezegezh.
  • Meur a anv-den galat a zo gant al lostger -riks evel ar galianeg -rix, an henvrezhoneg ri, da lavaret eo roue
  • Meur a anv-den galat a zo gant al lostger -marus ivez evel ma kaver -maros e galianeg : iwerzhoneg mor, ha brezhoneg meur
  • Un nebeud anvioù meuriadoù hag ismeuriadoù a zo heñvel pe peuzheñvel ouzh re ar C'halianed

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Philip Freeman, The Galatian Language: A Comprehensive Survey of the Language of the Ancient Celts in Greco-Roman Asia Minor, Lewiston, New York, Mellen Press, 2001, ISBN 0-7734-7480-3,
  • (de)Leo Weisgerber, Galatische Sprachreste In Natalicium Johannes Geffcken zum 70. Geburtstag 2. Mai 1931 gewidmet von Freunden, Kollegen und Schülern, 151–75. Heidelberg, Carl Winter