Buoc'h
Buoc'h (liester : buoc'hed, buoc'henned ; bioù evit ar re a zo maget da reiñ laezh) a vez graet eus parez ar spesad Bos taurus, a zo loened daskirier, kornek, bronnek ha pevarzroadek. Savet e vez ar buoc'hed evit o laezh pe o c'hig, hag evit kaout leueoù diwarno.
A leue da vuoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez halet ar vuoc'h e vez maget he leue ganti: denañ e vamm a ra al leue ken na deuio ar c'houlz d'e zizonañ. Neuze e vo dispartiet ar c'holeed (tirvi yaouank) diouzh an annoared, pe onnered, ar buoc'hed yaouank.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En holl vroioù pe dost e vez maget buoc'hed. A-drugarez d'ar sevel-bioù ez eus kantmilionoù a vuoc'hed er bed a-bezh ; mar konter an holl saout : buoc'hed, tirvi, ejened, e c'haller lavarout ez eus 1 miliard 300 milion a bennoù chatal er bed.(Daveoù a vank)
Maesa ar saout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall, ha betek dibenn ar bloavezhioù 1950, e veze maesaet ar saout gant ar vugale, pa vezent lakaet da labourat abred, evel a veze graet abaoe an Henamzer. Ar paotr-saout a veze graet eus ar paotr a veze lakaet d'ober al labour.
Bremañ e vezont lakaet e parkoù gant orjal tredan tro-dro. Pa oa erruet an nevezinti er vro e veze lavaret paotr-saout elektrik anezhi.
Laezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh eo a-bouez ar sevel-saout abalamour d'al laezh a vez implijet d'ober amann dreist-holl. Goro ar saout a veze graet gwechall gant an dorn, hag a oa labour ar merc'hed. Hiriv e vez graet gant mekanikoù, en ur c'hraou a vez graet sal-c'horo anezhi.
Tamm-ha-tamm avat eo aet war goazhañ lec'h an amann e buhez an dud.
Troioù lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chom war chafod ar saout : chom war an douar, hep mont war vor.
- Komz galleg saout : galleg fall.
- Hemañ zo evel buoc’h ar paour, na c’houlenn na gourvez na sevel (Le Trésor du Breton parlé)
- Buoc’h da zeskiñ : gorrek da zeskiñ.
Lavaredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bezañ evel buoc’h Yann gaezh, n’he devoa na leue na laezh.
- Krennlavaroù
- Pa larer hei! d’ar vuoc’h a ya a-raok Hel larer da doud ar vandenn.
- Diouzh he dent e vez goroet ar vuoc’h.
- Petra ‘servij kaout ur vuoc’h vat
- Ma skuilh he laezh gant un taol troad ?
- Peoc'h! peoc'h! Lost ar vuoc'h
- Zo ganeoc'h ! (Emañ ar gwir ganeoc'h)
- Diouzh an aez
- Eo kas ar saout er-maez.
- Roit d’ar saout boued fraezh (= yac’hus)
- Hag e savo dienn war al laezh.
- Ar saout a zebr lann
- A vez druz o amann.
Gerioù kar dre ar ster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- bevin : kig bevin zo gwelloc'h eget kig saout
- brochoù : anv fentus roet d'ar saout ; un aotrou kaoc'h-brochoù zo un den diwar ar maez, dizesk ha dizoare
- bual : loen kar d'ar vuoc'h
- bugen : kroc'hen buoc'h
- bugel : kar eo ar ger d'ar ger buoc'h, dre ar wrizienn henvrezhonek bu-, "loen kornek" ; diwar ar c'hentkeltieg *boukolios, diwar *bouk "loen kornek" hag ul lostger a dav "kas", alese (cy) bugail ha (ga) buachaill ; (kw) bugel en deus miret ar ster "maesaer" hepken — flogh eo ar ger evit hor "bugel".
- ejen : tarv diskellet
- saout-kig : savet evit o c'hig
- saout-laezh: savet evit o laezh