Askorn
Iskevrennad eus | animal organ, animal product, particular anatomical entity |
---|---|
Rann eus | skeledenn |
Development of anatomical structure | bone development |
Deskrivet en URL | https://neal.fun/earth-reviews/bones |
Anaouder WordLift | http://data.wordlift.io/wl01714/entity/bone |
ID en Thesaurus NCI | C12366 |
Arouezenn Unicode | 🦴 |
Un askorn (liester : eskern) a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur framm e korfoù ar mellkeineged. Ar skeledenn, pe ar c'horf-eskern, eo an anv a vez graet eus hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar c'higennoù dre ar stirennoù, ar flugez hag an empenn (hemañ enklozet e boest ar c'hlopenn).
Studi an eskern eo an askornouriezh.
Rolloù an eskern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liesseurt eo rolloù an eskern :
- gwareziñ : gwareziñ a reont an organoù er c'horf, evel ar c'hlopenn a warez an empenn, pe ar c'hostezennoù a warez ar galon hag ar skevent ;
- frammañ : gante e chom ar c'horf en e dalc'h ;
- fiñval : ur c'henlabour zo etre an eskern, kigennoù ar skeledenn, ar stirennoù, ar stagelloù hag ar c'houbloù evit krouiñ fiñvadennoù ;
- treuzkas ar son ;
- kenderc'hañ gwad : mel an eskern hir eo a genderc'h kelligoù ar gwad ;
- stokañ danvezennoù meinel, dreist-holl kalkiom ha fosfor ;
- boniañ faktorioù kreskiñ ;
- boniañ druzoni ;
- mirout ar c'hempouez trenkenn-bazenn ;
- digontammiñ.
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant raz eo graet an eskern evit reiñ o c'haleter hag o fetister ken e c'hellint dougen pouez ar c'horf, ur pouez a c'hell bezañ kaset war un nebeud anezho evel eskern an treid pa ya an den pe al loen war e sav. Koulskoude ez eus ul lodenn gleuz e diabarzh an eskern, el lec'h m'emañ ar mel askorn.
Sterioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pep elfenn galet a c'hell bezañ keñveriet ouzh askorn ar mellkeineged a vez graet "askorn" anezhi : askorn kerez (kalonenn gerez), da skouer, hag heñvel evit ar frouezh all kalonennoù enno.