Framm
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar framm a zo ar perzhioù tenn kenstroll a ya d'ober un draezenn fetis. Ar ster kentañ a denn d'ar savouriezh ha d'ar mekanikerezh ivez. Framm un pezh savadur pe ur mekanik a c'hell bezañ graet e prenn (da skouer, ar framm a souten un doenn) pe e mein pe e metal pe e plastik.
Dre hevelebiezh e vez implijet framm evit ar pezh a zalc'h kenstroll ar bevien pa lavarer eo framm ar mellkeineged o skeledennoù, da skouer.
Dre skeudennadur e vez astennet ar ster d'ar pezh a lak ur seurt urzh d'un aozadur, d'ur strollad evit bezañ efedusoc'h, ur gevredigezh, hag all, ur ster kevatal d'an urzhiadur
Astennoù-stêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e melestradurezh, framm un embregerezh (hag un aozadur, dre vras) a zo kenstrollañ ar perzhioù (servijoù, aozadurioù...) ma vez labouret gant efedusted ha sevenet ar palioù
- e savouriezh, abeg ar frammañ a zo kas an nerzhioù a c'hell bezañ en ur savadur ken ez eont da vezañ kempouez
* e matematik, ar framm a zo elfenn bennañ an deorienn a ginnig ma 'z eus hollad reolennoù a c'hellfe termenañ perzhioù d'ur framm nevez hag e chomfe e diabarzh ar framm matematikel kentidik
- e kimiezh, ar framm strinkennek ;
- e biokimiezh, framm ar proteined ;
- e urzhiataerezh, ur framm roadennoù a zo ur framm poellek ma ya ar roadennoù e-barzh
- e sonerezh, ur framm sonerezh a zo an doare m'eo kempennet ha lakaet da vezañ dispaket an elfennoù sonerezh
- e pedologiezh, ar framm leurel ;
- e sokiologiezh, ur framm sokial a zo perzh pennañ ar c'hevredigezhioù
- e Skiantoù an Den, ar frammataouriezh a zo ul luskad a gaver e Skiantoù an Den hag hervez an heulierien eo posupl diluziañ mont-en-dro ar gevredigezhioù en o klask deskrivañ un hollad furmel darempredoù frammet