Stirennoù

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Stirenn an arzorn a vez gwelet dindan kroc'hen un den.
Stirenn ar seul
Stirennoù fosilaet un dinosaor, genad Tenontosaurus.

Ar stirennoù zo kordennoùigoù da stagañ ar c'higennoù d'an eskern. Gwenn e o liv ha kreñv int dre o danvez stummañ, gwiennoù kollagen.

Labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevret gant ar gigenn e labour ar stirenn evit ma c'hellfe ar c'higenn strizhañ ha distrizhañ. Stabilaat a ra ar c'houbl asambles gant ar stagell, a sikour ivez da dreuzkas nerzh ar c'higennoù. Ne dremen ket kalz a wad er stirenn met nervennoù a gas keloù d'an empenn diwar ar c'hargoù ha savlec'h an ezel staget outañ.

Kleñvedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre forzh ober ganto a-galz e c'hell ar stirennoù bezañ gloazet. C'hoarvezout a ra d'ar sportourien a live uhel pa vezont o pleustriñ re.

Ur stirennad a vez graet eus un danijenn er stirenn, a c'hell regiñ pe derriñ da vat. Daoust da gement-se ez eo kalz solutoc'h ar stirennoù evit ar stagelloù a vez gloaziet aliesoc'h.

Gloazet e c'hell bezañ ar stirennoù ivez hep tanijenn seul goshoc'h eo an dud, pa z'eo dizouret an dud yaouank pe gozh pe lod ivez dre stummadur dibarek o c'houbloù. Ar jestroù fall graet re alies o pleustriñ pe a-raok ma vefe tomm ar c'horf kement hag ar botoù fall pe zoken efed louzoù a zo a c'hell kas ar stirennoù da vezañ gloazet.