Zirieg
Neuz
Ur yezh finnek-ougrek eo ar zirieg pe zirieg-komiek (Коми Кыв - Komi Kyv) komzet gant tro-dro da 285.000 den (1994) e Republik Komi hag e lec'hioù all zo eus Rusia.
Ken tost eo ar zirieg d'ar c'homieg-permyakeg ma vez renket evel ur rannyezh outañ.
10 rannyezh ez eus:
- * Prisiktivkareg (talvezout a ra da yezh unvan)
- * Nijnevitchegodeg
- * Srednevitchegodeg
- * Luskoleteg
- * Verc'hhnesisoleg,
- * Verc'hhnevitchegodeg,
- * Petchoreg,
- * Ijemeg,
- * Vimeg
- * Oudoreg
Adal ar 14vet kantved betek ar 17vet kanved e veze skrivet gant un doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur abourek. Bremañ avvat e vez skrivet gant al lizherenneg kirillek.